Accueil / À la Une / Kentañ trec’h evit ar Sioueed Dakota e Standing Rock

Kentañ trec’h evit ar Sioueed Dakota e Standing Rock

Brudet-kenañ eo deuet da vezañ ar skeudenn-mañ, da vare tennañ ar stourm.

N’eo ket ar wech kentañ e reomp anv eus stourm an Indianed Siou e Stad Dakota an Norzh er Stadoù-Unanet. Eno ez eus un eoulsan tireoul abaoe tri bloaz a dreuz douaroù sakr ar bobl indian-mañ. E Standing Rock e oa kalon ar stourm, feuls a-wechoù etre nerzhioù an urzhioù hag an Indianed hag o mignoned ekologourien. Soutenet e oa ar raktres gant Donald Trump. Derc’hent dec’h e oa bet roet an taol kentañ a-enep an aveadur-se.

Dibaoe tri bloaz ez a en-dro an eoulsan-se. E 2016 e oa bet paouezet ar raktres koulskoude gant Barack Obama. A-vec’h degouezhet e penn ar vro en doa Donald Trump roet an aotre da vont pelloc’h gant al labourioù ha da gregiñ da dreuzkas tireoul etre Dakota an Norzh hag Illinois war 1800 km. Bemdez e vez 570 000 a varilhadoù tireoul treuzkaset. Evit poent n’eo ket paouezet an obererezh. Met ar barner kevreadel James Boasberg en deus roet ur miz d’an daou du evit kendrec’hiñ anezhañ da baouez pe get an obererezh. Hervezañ ne oa ket bet doujet ouzh politikerezh gwareziñ an endro gant Bagad ijinourien labourioù foran an arme. Lâret a ra e oa bet asantet ar raktres-se hep respont da vat war ar c’hudennoù a c’hallfe sevel diwar-benn ar fuadurioù, ar pezh a lakfe en arvar dourioù ar stêr vras Missouri. Ret e vo d’ar arme ober studiadennoù pizh ha prouiñ ne vez ket lakaet en arvar an endro, ar pezh a c’hallfe padout mizioù pe muioc’h.

Un arouez eo deuet da vezañ Standing Rock er stourm a-enep da embregerezhioù liesvroadel bras an tireoul gant an Indianed. Kenderc’hel a ra ar stourm atav el lezioù-barn bremañ. Breutaer ar gevredigezh Earthjustice, a zifenn gwirioù ar meuriad Siou e Standing Rock, en deus diskleriet e kendalc’ho ar stourm keit ha ma ne vo ket serret an eoulsan. Ha daoust hag e vefe an traoù o cheñch tu e-barzh ar stourmoù evit gwareziñ an endro ?

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Rédacteur en chef de la partie en langue bretonne du Peuple breton, Maxime Touzé est également professeur de breton et d'histoire-géographie.