Accueil / À la Une / Kawan. Un forom evit an ekologiezh en tiez-kêr

Kawan. Un forom evit an ekologiezh en tiez-kêr

Kas an ekologiezh war-raok e programmoù an dud war ar renk e kumunioù kreiz Treger, setu pal ur skipailh Kawaniz a zo o prientiñ un “Forom evit an ekologiezh en tiez-kêr”. Dalc’het e vo d’an 22 a viz C’hwevrer, etre 2e ha 6e goude merenn, e Ti ar vro Treger-Goueloù e Kawan.

Da gentañ e vo selaouet dilennidi a zo deuet a-benn da sevel raktresoù ekologel. Daniel Cueff, maer Langoed, en deus asantet dont da displegañ e labour : penaos eo deuet a-benn kumun Langoed da ginnig predoù bio 100 % d’ar skolidi, da broduiñ energiezh nevezadus da bourveziñ ezhommoù servijoù ar gumun, da chom a-sav gant al louzoù kimikel el lec’hioù foran, ha meur a dra all. Sur a-walc’h e komzo ivez eus e garg nevez a brezidant kevredigezh ar vaered a-enep an diastuzerioù. Dilennidi eus ar vro a rankfe komz ivez, ha tu vo d’an dud ober goulennoù pe evezhiadennoù oute evel-just.

Da c’houde e vo pedet tud an teir listenn a zo war ar renk e Kawan da reiñ da glevet petra a vo o raktresoù evit an ekologiezh – ha roet e vo ar gaoz d’an dud er sal ivez evel-just.

En dibenn e vo graet kinnigoù gant an holl dud a vo deuet ha savet e vo ur Garta evit an ekologiezh en tiez-kêr, a vo embannet ha kinniget d’an holl listennoù war ar renk er vro : e Kawan, Prad, Plûned, Tonkedeg hag all… Estreget Kawaniz zo pedet neuze.

Komzet e vo eus kudennoù a gaver e pep lec’h evel ar pourveziñ hag an espern energiezh, al labour-douar, al lastez, an treuzdougen, dañjer ar 5G o tont… met ivez eus sujedoù lec’hel (da skouer : penaos ha gant piv e vo disaotret douaroù ar ball-trap e Kawan ? Petra ober pa vez staliet antelloù bras a-enep youl an dud, evel e Prad er mare-mañ ?).

Ur c’henstroll a vo savet evit heuliañ ar pezh a vo lâret gant tud al listennoù evit an dilennadegoù-kêr… hag ar pezh a vo graet war-lerc’h evit gwir evel-just. Tro o do tud ar c’henstroll-se da labourat a-gevret gant daou genstroll all savet nevez zo, e Perroz hag e Lannuon, gant an hevelep soñjoù dre vras.

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN
Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton.