Accueil / À la Une / Un uzin saout e Kommanna ?

Un uzin saout e Kommanna ?

Ul labourer-douar en deus savet ur raktres evit kreskiñ niver e chatal eus 150 buoc’h da 400. Chom a rafe ar saout e-barzh savadurioù. Metanaet e vefe an hañvouez ha strewet ar restachoù war ar parkeier.

Enklask foran ebet. Un diskleriadur hepken. Setu pezh a lavar al lezenn. Spontet eo bet ar c’hevredigezhioù a zifenn an endro. Divizet eo bet ganto sevel ur vanifestadeg d’ar Sul 30 a viz Even e Kommanna. 600 den a oa deuet da vanifestiñ en ur mod habask. En o zouesk an UDB evel-just. Sellit ouzh keleier Frañs 3 Breizh disul paseet da 7e noz.

J.Y. Kermarrec (APPMA)* hag Arnaud Clugery (Dour ha Stêrioù Breizh) o deus displeget mat an traoù ouzh ar mikro a-raok ma vefe graet tro ar vourc’h gant ar vanifesterien.

Savet ez eus bet ur stankell war an Elorn e Sizun e 1979 gant Sindikad Oglenn an Elorn. Ennañ Brest meurgêr, Landerne, Landivizio ha kumunioù all. Dont a ra dour bro Brest eus lenn an Dreneg. Evet e vez an dour gant 350 000 den. Diskennet e vez live al lenn (110 ha) e-pad an hañv betek fin miz Here, d’ur mare ma vez treut an Elorn. Dont a ra dour al lenn eus an Elorn, kudenn ebet ganti, prop eo. Dont a ra ivez eus ur stêr all hag a dreuz Kommanna. En he c’hichen emañ ar raktres uzin saout. Prometet eo bet gant al labourer-douar e vefe taolet evezh gantañ. Met riskloù a chom, bugoù a c’hoarvez alies. Ha gant ar glav e teuio ar restachoù lous d’ar stêr ha goude d’al lenn.

Bresk ha kizidik eo lenn an Dreneg. Meur a wech eo bet difennet dija mont da gouronkañ enni peogwir e oa deuet an dour da vezañ dañjerus evit ar yec’hed. Setu, n’eo ket dav kemer ur riskl ouzhpenn. Ar c’hevredigezhioù o deus goulennet e vefe nac’het ar raktres gant ar prefed hag e vefe krouet kentoc’h un takad gwareziñ dour al lenn. Nec’het eo ivez Sindikad an Elorn evit kalite an dour ha votet en deus kuzul-kêr Kommanna a-enep ar raktres.

Dilun en deus kemennet ar prefed e vefe savet un enklask foran hag ur studiadenn skogañ (étude d’impact) evit derc’hel kont eus ar 160 ali ha skrid-goulenn bet resevet gantañ, eus trowardroioù al lenn hag eus vot ar gumun.

* “Association de pêche et de protection aquatique de l’Elorn”

> Bernard Le Bars

Bernard Le Bars
Bernard Le Bars est responsable de la section UDB de Brest.