Accueil / À la Une / War-zu ar c’helenn brezhonek dre soubidigezh er skolioù publik ?

War-zu ar c’helenn brezhonek dre soubidigezh er skolioù publik ?

Emmanuel Ethis
Emmanuel Ethis, Rektor nevez eus akademiezh Roazhon.

Evit ar poent eo skolioù Diwan ar re nemeto o heuliañ pennaenn ar c’helenn dre soubidigezh e brezhoneg, hag alese ar skolioù gwellañ evit stummañ brezhonegerien nevez.

Er skolioù publik ha katolik ez eus hentennoù divyezhek : ul lodenn eus ar c’hentelioù a vez graet e brezhoneg, met ul lodenn hepken (etre 20 % hag 50 % hervez ar skolioù, al liveoù…). Dipitus e kav tud zo al live brezhoneg tizhet gant skolidi an hentennoù divyezhek, ar pezh a zispleger dre an dister ma vez plas ar brezhoneg er c’hlasoù e gwirionez. Pa vez ar memes mestr pe vestrez o kelenn a-wechoù e galleg hag a-wechoù e brezhoneg e vefe techet ar vugale da glask mont e galleg outo atav, ha gwashoc’h c’hoazh er skolajoù. Ha cheñchet e vefe penn d’ar vazh a-benn nebeut ?

Ez ofisiel n’haller ket kelenn dre soubidigezh en ur yezh all estreget ar galleg er skolioù publik gall. Met aotreet eo bet e skolioù-mamm zo en Euskadi, evel un « taol-arnod ». A zo kaeroc’h : daoust da enebiezh Jacqueline Gourault (maodiernezh e-karg eus ar strolladoù lec’hel) ez eus bet embannet gant akademiezh Korsika e vefe graet an hevelep taol-arnod e skolioù publik an enezenn. Hag e Breizh emezit-c’hwi? Ar gevredigezh Kelennomp!, a vod kelennerien brezhoneg eus an holl skolioù, he deus goulennet war Dwitter ouzh Emmanuel Ethis, rektor nevez akademiezh Roazhon, ha graet e vefe ar memes tra e Breizh.

Setu e respont, e galleg : « J’ai bien l’intention de travailler sur ce sujet essentiel dans les mois qui viennent et dans le sens de la promotion durable. » N’eus netra promeset ha nebeutoc’h c’hoazh sinet, met digor eo an nor. Hag echuet e vo gant ar brezel etre ar rektordi hag ar gelennerien brezhoneg, bremañ m’eo aet kuit ar rektorez n’he doa ket doujet ouzh ar gevrat Stad-Rannvro evit pezh a sell ouzh an tuta skolaerien brezhoneg ? N’eus bet embannet netra resis ha sklaer war an dachenn-se, met reiñ a ra ar rektor nevez sinoù a volontez vat.

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN
Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton.