Accueil / À la Une / Kenavo Itron Le Pellec-Muller !

Kenavo Itron Le Pellec-Muller !

Skarzhet e vo rektorez akademiezh Roazhon, Armande Le Pellec-Muller, war a lenner er c’hazetennoù. Dimerc’her e teufe an diviz eus Kuzul ar Vaodierned. Ur rektor all a dapo he flas, deuet eus Su Bro C’hall. Keloù mat evit meur a hini ! Erruet fall spontus e oa ar rektorez nevez-se en akademiezh, evit abegoù niverus.

He zemz-spered, da gentañ, a seblant bezañ diaes. Ur stlabez spontus a vefe bet lakaet e servijoù ar rektorelezh abalamour d’he c’hoant da zivizout war bep tachenn hep derc’hel kont eus al labour bet graet a-raok he donedigezh. Betek ar renerien skolioù a oa aet da vanifestiñ a-enep dezhi, ar pezh ne c’hoarvez ket bemdez ! “Kreizennet betek re ar mont en-dro, ha dibosupl eskemm da vat”, hervezo.

N’eo ket karet kalz gant ar gelennerien kennebeut. Buan eo bet peget ar pennadoù diwar-benn skarzhadenn da zont ar rektorez e salioù ar gelennerien, liv an trec’h en o c’hrec’henn… Dav eo lavaret he deus lakaet e pleustr en ur mod taer an digresk postoù. Daoust ma n’eo ket dibabet an digresk-se ganti o deus bet ar santimant ar gelennerien e klaske ober muioc’h c’hoazh eget ar pezh a c’houlenne ar gouarnamant. Aonioù bras a sav ivez e metoù ar gelennerien diwar-benn aozadur da zont ar c’helenn el liseoù, un dra ouzhpenn n’eo ket bet ijinet ganti met gwashaet ganti, a c’heller klevet.

A zo kaeroc’h, a-enep-krenn eo d’ar c’helenn brezhoneg, ha ne ra ket kalz a strivoù evit reiñ da grediñ er c’hontrol. Ne zouj ket zoken ouzh ar c’hevrat etre ar Stad hag ar rannvro evit ar c’helenn divyezhek, hag hi dileuriadez ha dorn ar Stad en akademiezh ! An dra-se, moarvat, en deus lakaet ar c’hleze da gouezhañ war he fenn. Goude m’o doa embannet tud “Kelennomp !” (kevredigezh ar gelennerien brezhoneg) he doa Armande Le Pellec-Muller “disklêriet ar brezel” ouzh ar brezhoneg, en doa embannet Loïg Chesnais-Girard bezañ doaniet gant emzalc’h ar rektorez. Unvaniezh demokratel Breizh he doa goulennet e vefe skarzhet eus Breizh, evel ma oa bet eus Elzas evit an hevelep abegoù.

Deuet eo ar c’hoant-se da vat war a seblant. Tu zo d’en em soñjal memestra. Drol a-walc’h eo he defe ar rektorez troet kein ouzh an emglev Stad-Rannvro diouti hec’h-unan. Gwir eo e c’hall c’hoarvezout, met ur spered tort a c’hallfe soñjal eo bet kaset da welet betek peseurt poent e c’halle ar gouarnamant c’hoari gant ar Vretoned…

Goulennoù niverusoc’h a sav e-keñver emzalc’h hor rektor da zont. Ha klask a raio adwelet kartenn ar c’helenn ijinet evit an distro-skol 2019 el liseoù ? Ha klask a raio disteraat kement ha ma c’hallo efedoù digempouez an tiriadoù e dasparzh ar postoù ? Ha troet e vo da aesaat ar jeu evit kelenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg ? Gwelet e vo.

Un dra a-bouez zo bet diskouezet memestra : ur rektorez a-enep ar brezhoneg n’hall ket padout e Breizh. Brav e vefe ma teufe da vezañ un hengoun, rak pouez ur rektor·ez n’eo ket dister tamm ebet ; diouzh ar mod ma aozont al labour e c’hallont sikour pe er c’hontrol diskar ar strivoù politikel graet evit diorren kelenn hor yezh.

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN
Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton.