Accueil / À la Une / Kemmoù an hin hag o fouez en Breizh

Kemmoù an hin hag o fouez en Breizh

Goude milionoù a vloavezhioù e oa deuet ur c’hempouez etre hon bed, (ar blanedenn gant an douar, an dour hag he boudoù), hag an heol stivell an nerzh. Diazezet dre vras eo bet hon bed e kreiz ar c’helc’h bras e-lec’h m’emañ ar blanedenn o treiñ, gant an aer en hanter-etre. Ijin kreñv an dud en deus tamm-ha-tamm, dreist holl e-pad an daou gantved diwezhañ, distabilaet ar c’hempouez-se gant e oberoù kreñv, ha kreñvoc’h, drastusoc’h e vez bemdez !

Da heul kemmoù an hin zo kresket an derez-gwrez en Frañs eus 1,5 °C etre 1960 ha 2010. Degas a ra cheñchamantoù, da Vreizh ivez. Gant ar skorn o teuziñ, war ar penn-ahelioù hag er menezioù uhel e vez ar mor oc’h uhelaat (2 vilimetrad/bloaz, pe ugent santimetrad en ur c’hantved) hag ar stêrioù dour dous a vez o tisteraat… Dav eo d’al loened ha d’al loenedigoù en em ober ha kreskiñ o niver pe koazhañ ha mervel… Ar gwall amzerioù a vez o washaat (glav hag avel) er goañvezhioù (El Niño), hag en hañvezhioù. An tommderioù hag ar sec’hor a bad pelloc’h, ar mor a vez o krignat an aodoù douaroù blot. Ar savadurioù zo en arvar da vezañ liñvet pe beuzet gant ar mor… Ha diwar an douaroù bet beuzet, an dourioù tapet eus puñsoù a-rez ar mor e kaver bremañ dour sall.

Ur gwir bouez war Breizh en deus ar cheñchamant hin e-lec’h ma vez lavaret e oa kempouezet mat an hin gant ur geidenn temperadur 15+/-15 °c, ha dour-glav 800+/- 400 mm/bloaz. Diaesterioù a vo : en douaroù labour, evit eostiñ plant glas ha plant greuniet (maiz, edoù) ; da sevel chatal er c’hoadoù hag el lanneier, er pradoù geot, hag en douaroù gleb pinvidik a loenedigoù ; gant stêrioù ha gwazhioù o tisteraat e ya war greskiñ an dour sall en aberioù ar pezh a zegas kemmoù evit ar plant, al loenedigoù, ar pesked hag an evned. Tommoc’h e vo ar goañvoù, hag astennet e vo an amzerioù heoliet en hañv ha diwar se e vo kresket amzer an douristelezh, marteze e teuio da vat gwiniegi en Breizh a-bezh. Ur cheñchamant e vefe ivez e-keñver an dispign tredan, nebeutoc’h er goañv, muioc’h en hañv evit freskaat an aer war an hentoù, rak an ter-bitum a vo teuziñ, an houarn oc’h astenn er pontoù…
Komzoù levezonet gant labourioù ar GIEK pe SESH (Strollad Etrebroadel Skiantourien an Hin).

> Auguste Le Roux