Accueil / À la Une / 400 den e Karaez disul tremenet evit ar wenanourien

400 den e Karaez disul tremenet evit ar wenanourien

Photo Catherine Carré

Disul e oa bodet e Karaez war-dro 400 den da skoazellañ ar gwenanourezed hag ar wenanourien a zo o stourm evit ma vo doujet ouzh an endro gant al labourerezh-douar ha paouezet gantañ da implij al louzoù chimik a vez lazhet ar gwenan gante.

Nil Caouissin, mouezh broadel an UDB, war al leurenn, dirak ti-kêr Karaez, en deus lâret e oa a-bouez-tre kaout sikourioù arc’hant dereat digant ar Stad, met ar pep pouesuzañ e oa mont gant un hent all gant al labour-douar e Breizh. Evel-just en ur zoujañ ouzh an natur… met en tu-all da se en deus goulet ma vo cheñchet mont en-dro ar SBAFER e Breizh ; d’ar rannvro ha d’ar c’humunioù, ivez, d’ober war-dro an dasparzhañ douaroù en hor bro. An douaroù a rank bezañ roet, n’eo ket d’an atantoù a zo bras a-walc’h dija met d’al labourerien yaouank a fell dezhe en em staliañ war nebeutoc’h a zouaroù gant ur mod da broduiñ a zouj ouzh an endro. An doare nemetañ da gaout un niver bras a labourerien-douar war-ar-maez, da zerc’hel bev ar c’henverzh ha da gaout bugale a-walc’h da vont da skolioù hor bourkoù.

> Hervé ar Gall

Hervé ar Gall
Elu à Glomel, écrivain et historien à ses heures...