Accueil / À la Une / François Hollande, ludresadenn ar politikour

François Hollande, ludresadenn ar politikour

Bamus eo. Goude bezañ freuzet e strollad hag an tu-kleiz dre vras, goude bezañ digoret frank hent ar galloud da Emmanuel Macron, setu François Hollande o klask enebiñ outañ. N’eus ket gortozet pell an hini bet Prezidant ar Republik a-raok tamall d’an hini nevez kas ur politikerezh evit ar re binvidik, ha bezañ kreizennour betek re, kement hag ober. Hag ar PS, d’e heul, da glask adstagañ gant e istor. Deuet e oa Olivier Faure d’ar Releg-Kerhuon n’eus ket pell ”zo, da lavaret petra ? “Dav eo deomp adober ar pezh o doa graet hor diaraogourien”. Pebezh programm !

C’hoant am befe da c’hoarzhin ma ne vefe ket kreñvoc’h ar c’hoant dislonkañ…

Piv en deus troc’het berr e budjed ar strollegezhioù lec’hel ?

Piv en deus adsavet kartenn ar rannvroioù en e gorn, hep goulenn o ali digant ar geodedourien ?

Piv en deus roet pouez d’ar meurgêrioù, da lavaret eo aozet an direizhder hag an digempouez etre an tiriadoù ?

Piv en deus graet ur ministr kentañ eus Manuel Valls, danvez Sarkozy nevez ar PS ?

Piv en deus profet 20 miliard bep bloaz d’an embregerezhioù hep koñdision ebet ?

Piv zo chomet hep arc’hantaouiñ ar skolioù-meur a-walc’h evit ma vefent e-tailh da zegemer ar studierien, a greske o niver evit abegoù demografek ?

Piv en deus redet a-dreñv d’an tu-dehoù pellañ goude ar gwalldaolioù islamour ?

Ha dav eo skrivañ e anv ?

Menegomp un anv all : Christian Eckert, bet is-ministr pa oa Hollande prezidant, a gont en ul levr (“Un ministre ne devrait pas dire ça”) penaos en doa pouezet Emmanuel Macron, ken abred ha 2013, evit ma vefe espernet kontoù-bank ar re binvidikañ kement gwech ma oant lakaet en dañjer gant an divizoù war ar budjed. Evit an Elysée e laboure. Amezeg e oa bet Eckert d’an danvez-prezidant e Bercy pa oa deuet hennezh-diwezhañ da vezañ ministr an armerzh, ha gwelet en doa penaos e implije e statud ha budjed ar ministrerezh evit prientiñ e goulzad-kabaliñ. Ha d’ho soñj, gant piv e oa bet tutaet en Elysée ? Ha gant piv e oa bet anvet maodiern ?

Aes eo : kregiñ a ra e anv gant “François”, echuiñ a ra gant “Hollande”.

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN
Nil Caouissin est porte-parole de l'Union démocratique bretonne.