Accueil / À la Une / Harz-labour ar gelennerien skol-veur e Breizh-Veur

Harz-labour ar gelennerien skol-veur e Breizh-Veur

Ur skritell e kembraeg evit skoazellañ an harz-labour : “hol leve a zo bet torret”.

N’eus ket bet kalz a gaoz er mediaoù gall. Brasañ harz-labour istor ar skolioù-meur e Breizh-Veur a zo bet kaset gant sindikadoù ha 50 000 kelenner pe implijad skol-veur etre miz C’hwevrer ha miz Ebrel 2018.

E-keit ma oa ar studierien o stourm e Breizh hag e Bro-C’hall a-enep ar reform ORE, hag ar gelennerien vrezhonek o klask gounit un endro labour gwelloc’h, e oa o c’heneiled eus Breizh-Veur o tifenn o leve. Ur reform eus sistem al leveoù, an USS (Universities Superannuation Scheme), a lakaas an traoù da darzhañ. E-lec’h reiñ ul lodenn eus o gopr bep miz d’ur c’hef a warantfe leveoù ingal ha reoliek dezhe, e felle d’an UKK, aozadur pennoù bras ar skolioù-meur, lakaat skodenn an implijidi (rak eno e vez implijet ar gelennerien gant ar pennoù bras ha n’eo ket gant ar Stad, rak prevez eo ar skolioù-meur) war marc’had ar Yalc’h. D’an 22 a viz C’hwevrer e voe bet lañset un harz-labour gant an UCU (University and College Union), sindikad implijidi ar skolioù-meur a glemme e c’hallfe ar reform lakaat en arvar o leve (£10 000 ar bloaz a lâre lod) pe en arvar bras zoken ma c’hoarvezfe un enkadenn hag ez afe ar c’hevrannoù (actions) da get. E kreiz al luskad e santed ivez burutelladennoù a-enep ar pennoù bras a c’hounez e-barzh ar vro-se muioc’h evit ar vinistred alies ! Kement-mañ ne vir ket oute da lemel postoù pe da izelaat ar yalc’hadoù.

Kregiñ a reas war-dro 50 000 kelenner hag implijad e 64 skol-veur da baouez gant o c’hentelioù ha da vanifestiñ er c’hampusoù pe er c’hêrioù. Buan a-walc’h goude-se e teuas un toullad studierien en o c’hichen d’o skoazellañ. Dre ma ne veze ket kenteliet ken e kasas miliadoù a studierien bep a lizher da bennoù bras o skol-veur o c’houlenn bezañ restaolet o frejoù enskrivadur (“Fair enough” a lârent, pa baeont etre £4 500 ha £9 000 evit ur bloavezh studi !). Peadra a oa neuze evit lakaat gwask war an UKK, hag a glaskas marc’hata meur a wech gant ar gelennerien e-kerzh miz Meurzh, en aner. Goude ur miz hanter a dabutoù e voe kavet un diskoulm gant an daou strollad d’ar 16 a viz Ebrel pa asantas 64 % an UCU kinnig an UKK, a warantas d’ar gelennerien ul leve dereat ha ne vo ket levezonet gant ar Yalc’h.

Da glozañ e venegin Sally Hunt, sekretour-meur an UCU : “Spi hon eus e roio an emglev-mañ kalon d’an holl labourerien da stourm evit difenn o gwirioù !”

> Brendan-Budok Durand-Le Ludec

Brendan-Budok Durand-Le Ludec
Brendan-Budok Durand-Le Ludec est étudiant en études celtiques et en histoire à l'université de Rennes 2.