Accueil / À la Une / N’eo ket echu stourm ar wenanerien

N’eo ket echu stourm ar wenanerien

Adalek al Lun 4 a viz Even e vo gwenanerien o kampiñ dirak prefeti-rannvro Breizh, e Roazhon. O fal eo kenderc’hel da stourm evit ma vo anavezet plegenn spontus an desevel gwenan e Breizh, pa vefe bet kollet ur ruskennad diwar teir hervezo (20 000 diwar 60 000).

War a lavaront, ne vez graet netra sirius gant ar Stad evit o sikour. Ne vefe ket graet studiadennoù klok zoken, evit muzuliañ kiriegezh ar produioù kimikel e diskar ar ruskennadoù gwenan. Goulenn a reont e vefe berzet ar buanañ ar gwellañ an holl ziastuzerien, hag e vefe digollet ar wenanerien o deus kollet o gwenan.

Ur miz zo dija o doa gwenanerien Breizh kaset kirri-kañv eus ar Faoued betek Roazhon, da ziskouez o ruskennoù leun a wenan marv. D’ar 7 a viz Even e vo un devezh stourm e Bro-C’hall ivez.

Ma fell deoc’h harpañ anezho d’ar 4 a viz Even e vo tu deoc’h dont dirak ar prefeti-rannvro, straed Martenot e Roazhon, adalek 11e mintin.

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN
Nil Caouissin est porte-parole de l'Union démocratique bretonne.