Accueil / À la Une / Ne sioula ket ar fulor en Elzas

Ne sioula ket ar fulor en Elzas

Gouzout a reer ervat e oa bet un taol fall evit Elzas adreizh an tiriadoù e 2014. Hag un taol mat, ma c’haller lâret, evit ar strolladoù emrenerien eno rak dibaoe eo kresket o nerzh hag o levezon. Met eus an holl gostezioù politikel pe dost e vez kounnaret an dilennidi hag an dud gant ar rannvro nevez. Ha ken kreñv eo o fulor en deus Edouard Philippe goulennet digant Prefed ar rannvro da sevel un danevell diwar-benn dazont ensavadurel ar rannvro Elzas bet. Evit bremañ e vez soñjet ganto sevel un departamant Elzas e diabarzh ar rannvro Reter-Bras.

Eus o zu e sav 130 a zilennidi hag a izili eus ar gevredigezh o mouezh, embannet o deus ul lizher digor anvet “Cap vers l’Alsace”. Tud a bep seurt e-barzh : maered, skolveuridi, kannaded, pennoù embregerezhioù,… Ha n’eus forzh piv a c’hallo kas e sinadur da skoazell al luskad. Ar pezh a fell dezho eo ur strollegezh tiriadel a statud ispisial, heñvel ouzh ar pezh eo Korsika. Da lâret eo ur strollegezh tennet eus ar rannvro Reter-Bras gant ur budjed a-zere ha beuzet an daou zepartamant hag ar rannvro bet asambles. Ar pezh a oa bet kinniget tamm pe damm d’an Elzasiz un nebeud bloavezhioù ’zo dre referendom a oa bet nac’het gant ar muianiver, siwazh dezho.

A-bouez bras e vo heuliañ al luskad-mañ en Elzas, un tammig evel e Korsika. Emañ rannvroioù ’zo o sevel o mouezh evit kaout muioc’h a c’halloudoù, evit digreizennañ da vat. Prezidant Rannvro Breizh en deus embannet ivez e vefe prederiet ha kaset kinnigoù d’ar Stad evit kaout ar gwir a-ziforc’h. N’eus ket peadra da vamañ evit poent met kement tra a c’hallo degas ar galloudoù tostoc’h d’ar bobl zo un dra vat.

Etretant en Elzas e vez gwelet fulor an dud war o flakennoù-marilh. Evel e Breizh int deuet da vezañ un arouez evit arc’hañ un identelezh. Ne fell ket d’an dud kaout logo ar rannvro nevez neuze e vez kavet diskoulmoù a bep seurt (pegsunioù pe plakennoù-marilh keroc’h gant logo kozh). Betek 95 % eus ar plakennoù-marilh gwerzhet e stalioù gwerzhañ otoioù.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Rédacteur en chef de la partie en langue bretonne du Peuple breton, Maxime Touzé est également professeur de breton et d'histoire-géographie.