Accueil / À la Une / Mouezhioù niverus o sevel evit Afrin

Mouezhioù niverus o sevel evit Afrin

Goude m’en doa kaset Erdoğan e soudarded a-enep da ganton Afrin, ul lodenn eus an tiriadoù renet gant ar Gurded hag o c’hevredidi arab e Norzh-Siria, ez eus bet embannet galvoù ha savboentoù niverus evit goulenn groñs e savfe ar gouarnamant gall a-enep da zibaboù strategel e gevredad turk.

Luskad ar peoc’h, da skouer, a ro da soñjal eo ezel Turkia eus Aozadur feur-emglev Norzh-Atlantel, ha n’o deus ket savet o mouezh an izili all a-enep d’an dagadenn.

Embann a ra al luskad eo bet taget kanton Afrin peogwir e vez klasket sevel un demokratelezh eno, ar pezh a zisplij da diktatour Turkia. Goulenn a ra e vefe kastizet Turkia war tachenn ar c’henwerzh.

War lec’hienn L’Humanité ez eus bet embannet un destenn a-stroll gant tud niverus, kalz dilennidi en o zouez, Breizhiz evit ul lodenn vat anezho.

Sevel a reont a-du gant raktres politikel dispac’herien Rojava, da lavaret eo “frankiz, ingalded, gwregelouriezh, ekologiezh”. Hervezo ez eo dav krouiñ un egor difenn en aer e Norzh-Siria da virout ouzh kirri-nij milourel Turkia da gas o bombezennoù war poblañs Rojava.

Politikerien c’hall o deus lavaret sklaer e oant a-du gant ar Gurded en afer-se, evel Julien Dray, a gav dezhañ eo pilpous ar gouarnamantoù a oa bet laouen o kavout Nerzhioù demokratel Siria (Kurded ar YPG gant Sirianed arab demokratour dreist-holl) pa oa ezhomm anezho evit enebiñ ouzh Daech war an dachenn, hag a chom bremañ difiñv p’emañ mignon galloudusañ Daech o klask flastrañ anezho.

Eus e du en deus goulennet Paol Molac, kannad Ploermael, digant Jean-Yves Le Drian, maodiern an aferioù etrebroadel, perak ne oa ket sklaeroc’h savboent ofisiel Bro-C’hall diwar-benn an dagadenn durk.

Ur sinadeg digor d’an holl a zo ivez. Ha manifestadegoù zo raktreset d’ar Sadorn 27, unan anezho e Roazhon (2e g.m., plasenn ar C’holombier).

> La Rédaction

La Rédaction
Le Peuple breton est un magazine d’opinion, mensuel, entièrement bénévole fondé en 1964. Il est tiré à 4000 exemplaires papier par mois.