Accueil / À la Une / Turkia war-nes aloubiñ kanton Afrin

Turkia war-nes aloubiñ kanton Afrin

Afrin zo unan eus an tri c’hanton kurd a zo e Siria, an hini ar pellañ er c’hornôg. Dibaoe pell emañ gennet etre tri enebour disheñvel : arme Bachar Al-Assad, an islamisted ha Turkia. Dalc’het eo gant ar PYD (Strollad an Unaniezh demokratel), ur strollad kar d’ar PKK. Ha n’eo ket Erdoğan evit gouzañv kement-mañ, a-hed e harzoù gant Siria.

Daspugn a ra e soudarded ha dafar luel tost d’an harzoù ha krog eo ar bombezadegoù dija. N’eus bet soudard ebet c’hoazh o treuziñ an harzoù met prestik e c’hallfe c’hoarvezout. Met e-unan emañ Erdoğan en afer-mañ. Ur sizhun ’zo o doa embannet an Amerikaned e oant prest da souten war hir dermen ar Gurded, ar re a zo e-barzh Nerzhioù demokratel Siria renet gant ar YPG, ur milis kurd. Fuloret-mik eo kazetennoù Turkia evel ar pemdezieg Yeni Akit en doa embannet diriaou “Amerika, Stad spontour”. N’eo ket deuet a-benn ar prezidant turk da gendrec’hiñ an Amerikaned da zilezel ar Gurded. Met eus tu Rusia, an eil nerzh a-bouez er vro-mañ, n’eo ket gwelloc’h evit Erdoğan. Prest int da sikour ivez hag er mare-mañ emaint o stourm ouzh kevredidi Turkia e gwalarn Siria. Hag o darempredoù n’emaint ket en o flaen. Hag evel-just ne fell ket da Stad Siria gwelet ur Stad all oc’h aloubiñ he bro, daoust ma n’o deus ket kalz a c’halloud evit enebiñ outo.

Ur wech c’hoazh e vez gwelet piv eo enebourien gentañ Turkia, n’eo ket Daech met ar Gurded. Magañ a ra Erdoğan ur gasoni spontus outo. Amerika a vo lakaet diaes hag e gevredidi kemend-all. Kenderc’hel a reont da skoazell ar Gurded e Siria ha da welet ar PKK evel ur strollad spontourien e Turkia. Un dislavar a zo.

Ma vefe eus ur brezel evit gwir e Afrin etre ar Gurded hag arme Turkia e vo start ar jeu : armet mat eo ar Gurded gant Amerika, kalz soudarded mennet int deuet a-benn da vodañ. Eus tu Turkia n’o deus ket mui war a seblant jeneraled a-feson dibaoe spurj Erdoğan e-touez renkadoù uhel an arme goude an taol Stad. Ha seurt oberoù luel a zo diaes da seveniñ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Rédacteur en chef de la partie en langue bretonne du Peuple breton, Maxime Touzé est également professeur de breton et d'histoire-géographie.