Accueil / À la Une / Nozvezh e koun Celine Soun

Nozvezh e koun Celine Soun

D’an 9 a viz Here e oa da Anaon a-daol-trumm Celine Soun, ur vaouez oadet a 39 vloaz e Douarnenez. Brudet a-walc’h e oa e metoù ar c’hoariva hag ar vrezhonegerien. Krouet he doa Strollad La Obra, ur gompagnunezh c’hoariva a ro ton da sevenadurioù Amerika Latina ha d’ar brezhoneg, staliet e Douarnenez. Met hec’h oberennoù az a pelloc’h eget ar c’hoariva hepken. Lakaat a ra war-wel hor yezh dre oberennoù liesseurt betek Gwatemala zoken. E penn-kentañ ar bloaz paseet e oa bet savet ur pezh-c’hoari liesyezhek tro-dro d’ar repuidi gant tud eus ar vro-se. Lakaet diaes eo ar gompagnunezh gant ar c’holl bras-mañ. Setu perak e vo aozet un nozvezh digwener 12 a viz Genver, evit skoazell Strollad La Obra ha dougen bri da Celine Soun.

E Ti an Dud (MJC) Douarnenez e vo dalc’het an nozvezh, kregiñ a raio da 6e noz gant un atalier skasoù evit ar re yaouank etre 4 ha 30 vloaz. Bez e vo ivez ur pezh-c’hoari evit ar re vihan anvet “Deux Monde En Mer” skrivet gant Marimar Martín, Lena Coupry ha Luis Carlos Pineda. Un abadenn furlukinezed a vo goude gant Tifenn Lineatte ha Marimar Martín.

War-dro 7e30 e vo ur brezegennig gant teñzorer ar gevredigezh, tud a-youl Plouvien (a-orin eus ar gumun-mañ e oa) ha skipailh Strollad La Obra. Kanaouennoù opera a vo gant Pierre Figaro ivez.

Hag adalek 8e30 e vo ur sonadeg gant al laz-seniñ Savato (sonerezh straedoù), Mister Luna (sonerezh keltiek) ha B-Roy, soner akordeoñs Manu Chao a ra ul lamm e Douarnenez a-raok mont da Amerika evit troiad ar c’haner brudet-mañ. Embann a ra Strollad La Obra e vo souezhadennoù e-leizh ivez. Peadra da gaout un nozvezh plijus. Ar priz a vo diouzh ho c’hoant.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Rédacteur en chef de la partie en langue bretonne du Peuple breton, Maxime Touzé est également professeur de breton et d'histoire-géographie.