Accueil / Degemer / À la Une / Bec’h da François Gabart, deuet eo gantañ !

Bec’h da François Gabart, deuet eo gantañ !

Aet e oa kuit en ur mod didrouz d’ar 4 a viz Du. Un trec’her an hini eo a zo bet distroet da Vrest diouzh beure d’ar Sul 17 a viz Kerzu… 

42 zevezh hepken evit ober tro ar bed gant ur vag ! Gounezet gant François Gabart ur rekord nevez : 6 devezh gwelloc’h eget hini Thomas Coville, ar bloaz paseet. Ne oa ket en e soñj ober muioc’h eget Thomas Coville. Ur riskl bras e oa ober tro wenn. N’eo ket posupl chom hep bezañ estlammet dirak ur martolod ken kalonek, ken efedus ha kement a startijenn ennañ. Riskloù bras en doa da lipat e loa.

Diskennet e oa miliadoù a Vrestiz betek kae Malbert d’e zegemer er mintinvezh hag e-pad an devezh a-bezh.

Diwar-benn ar vag, un trimaran bras-kenañ, savet en Oriant, ur marc’h-red glas e liv.

Donemat e Brest François. Poent eo diskuizhañ a-raok avanturioù nevez.

> Bernard Le Bars

Bernard Le Bars
Bernard Le Bars est responsable de la section UDB de Brest.