Accueil / Degemer / À la Une / Korsika : peseurt respont a-berzh Pariz ?

Korsika : peseurt respont a-berzh Pariz ?

Aet eo ar maout gant ar vroadelourien eus Pè a Corsica e tro gentañ dilennadegoù tiriad Korsika gant 45,36 % eus ar mouezhioù. Ne oa ket an holl vroadelourien dindan ar memes banniel dre ma oa ivez ul listenn all, Cora in Fronte, dizalc’hourien all war ul linenn-stur taeroc’h eget Pè a Corsica. 6,69 % eus ar mouezhioù o deus bet, ar pezh a ra 52,05 % eus an holl dud o deus votet (52,17 % eo ar feur-perzhiañ) evit ar vroadelourien.

Gallout a reer lavaret e vo hep mar al listenn Pè a Corsica trec’h disul evit an eil tro, ha kredapl-bras gant ar muianiver ouzhpenn. Ne vo ket savet ul listenn unvan etre an div listenn eus an tu-dehou (rannvroelourien ha Les Républicains, erruet eil ha trede). Ne deuzo ket Pè a Corsica ha Cora in Fronte met gallout a reer soñjal e voto tud an hini diwezhañ evit listenn Gilles Simeoni.

Ar senario gwashañ eo evit gouarnamant Pariz, ar pezh n’en doa ket c’hoant Macron. Daoust d’ar pezh en doa lavaret e Bastia da vare ar c’houlzad kabaliñ (posupl e vo azasaat traoù ’zo da zibarderioù Korsika) ne fell ket dezhañ mont war-raok war galzik krafoù. Lavaret en deus dija ne vo ket ken-ofisiel ar c’horseg hag ar galleg. Ha ne vo graet netra evit ar brizonidi bolitikel dre ma “n’eus ket a brizonidi bolitikel e Frañs”. Ha Jean-Guy Talamoni da lavaret er mediaoù ez eus bet koulskoude lezennoù distaoliadeg en eil lodenn eus an XXvet kantved, evit Korsika pe Breizh ivez, da lavaret eo ez eus bet prizonidi bolitikel dija. Ha dibaoe sizhunioù ne ’z a ket war-raok an tabutoù etre ar gouarnamant hag ar vroadelourien diwar-benn galloudoù ha budjedoù ar strollegezh nevez peogwir e felle d’ar gouarnamant gall gortoz disoc’h an dilennadegoù. Demokratel-kenañ…

Daoust da greizennadur Frañs hag ar mediaoù ivez e klever hag e lenner ne c’hallo ket gouarnamant Macron chom hep asantiñ da arc’hadur ebet ar Gorsiz. An demokratelezh eo ha diaes eo mont a-enep da c’hoantoù pobl Korsika. Dilennet int bet ha dilennet e vint diwar ur programm sklaer : ur gwir emrenerezh, gant ar galloudoù sevel lezennoù, telladurezh hag all. Evit an dra-se e vo ret cheñch ar vonreizh. Ezhomm o do ar Gorsiz eus kement den a c’hallo souten anezho evit dont a-benn da gaout ar pezh o deus c’hoant. Ha ma teuont a-benn da cheñch ar vonreizh, da gaout ur statud ispisial er “bennvro” e vo un digoradur evidomp e Breizh hag e lec’h all a rankimp implijout.

Bresk eo an traoù e Korsika. Dilezet eo bet ar feulster e 2014 met ma nac’hfe ar Stad C’hall cheñch ar vonreizh ha klask krouiñ ur gwir diviz etre an enezenn ha Pariz e c’hallfe dont en-dro. Hag hep mar e vo kiriek ar Stad eus kement-mañ ma c’hoarvezfe. Emañ ar gomz gant Pariz bremañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.

c040ce9c5799e0c5f200605fd0ba8f8dllllllllllllllllll