Accueil / Degemer / À la Une / Dilennadegoù nevez e Republik Iwerzhon ?

Dilennadegoù nevez e Republik Iwerzhon ?

Leo Varadkar (Fine Gael) ha Micheál Martin (Fianna Fail).

Kaoz a vez ingal er mare-mañ eus saviad Norzh-Iwerzhon gant afer ar Brexit. Ouzhpenn da se n’eus gouarnamant ebet dibaoe un nebeud mizioù hag ez eo gouarnamant Londrez a ginnigo ur budjed evit ar bloavezh 2018, da lavaret eo e kemer en-dro ar galloud war ar broviñs-mañ. E lodenn Su an enezenn ez eus trubuilhoù ivez a gaso sur a-walc’h da zilennadegoù nevez. Ha chom a raio Leo Varadkar, ar “Justin Trudeau” iwerzhonat e-giz ma vez lavaret, e penn ar vro ?

An daou strollad brasañ e Republik Iwerzhon, Fianna Fail ha Fine Gael, o deus un emglev abaoe 18 miz. Leo Varadkar evit ar Fine Gael a zo Ministr Kentañ dre an emglev-se peogwir e oa aet ar maout ganto en dilennadegoù. Ar Fianna Fail en doa prometet e chomfe hep votiñ war an traoù pouezusañ evit ma c’hellfe ar Fine Gael sevel ur gouarnamant.

Met reuz a zo dibaoe ez eus bet lakaet er gouloù un afer gant bez-Ministrez Kentañ ar gouarnamant, Frances Fitzgerald. Anzavet he deus he doa gouezet e 2015 e oad bet klasket lousaat ur sacher evezh en doa diskuliet emzalc’hioù fall e diabarzh ar polis ha ne oa ket bet graet netra ganti.

Goulenn a ra ar Fianna Fail e rofe he dilez. Ar pezh a nac’h ar gouarnamant, neuze eo bet lakaet ur mennad disfiz er breujoù. Votet e vo a-benn dimeurzh. Met evit ar strollad Fine Gael e talvez eo echu gant an emglev etrezo hag ar Fianna Fail. Ha prest e vefent da c’hervel dilennadegoù nevez.

A-benn nebeut e vo sañset komzet eus an harz etre Norzh-Iwerzhon ha Republik Iwerzhon da-geñver ar Brexit, d’ar poent-se e vo ezhomm eus ur gouarnamant stabil er Republik evit goulenn groñs ur statud ispisial evit an harz pe muioc’h c’hoazh goulenn ur referendom war an adunvaniñ. Ha dont a rafe a-benn ar Sinn Fein da vezañ ar strollad kentañ e Republik Iwerzhon gant an dilennadegoù nevez ?

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.

46b930f3cc0f3699285982f17d8b4c24*******************************