Accueil / Degemer / À la Une / Terkerezh ar C’hoad-Hardy e Naoned

Terkerezh ar C’hoad-Hardy e Naoned

D’ar sadorn 18 a viz Du, e kornog Naoned, eo bet aozet emvod kentañ ur c’hendiviz evit terkerezh un tiriad bras a-walc’h etre bali Juin ha straed an Alc’hweder, tiriad ar C’hoad-Hardy.

Ul lodenn deus raktres terkerezh ar Chantenay-izel eo. En traoñ deus an tiriad-se e chom savadurioù greantel hag un tammig pelloc’h emañ al Liger. Er c’hornog emañ karter poblek Bellevue hag er reter karter Chantenay.

Ur c’hant annezad bennak a zo deuet er sal-kêr evit selaou kinnig-gentañ ar raktres. Lavaret eo bet gant an eil-vaerez, n’eo ket stabil ar raktres c’hoazh daoust d’un nebeud traoù rakdivizet evel niver a annezidi nevez (pevar c’hant) ha c’hoant an ti-kêr da wareziñ tachennoù glas er C’hoad-Hardy.

Tabut ’zo bet memes tra. Annezidi ur straed hag a zo e-kichen, straed Arthur-Benoit, o deus aloubet un dachenn e norzh an tiriad. Aloubet ? Ket. Savet o deus liorzhoù, ur c’hlud-yer ha c’hoarioù evit ar vugale en un dachenn-fraost dilezet. Aotret eo bet an aloubennig-se e gwirionez.

Koulskoude, kemer a reont perzh er c’hendiviz evit lakaat o soñj da vezañ sellet pizh. Fellout a ra dezho difenn o soñjoù en un tolpad-kêrel a chench kalz. Penaos degemer tud nevez e Naoned, ur 6000 den bennak bep bloaz e Naoned meurgêr ? Penaos mirout spered hag ene ar c’harterioù, sevel ur gêr eko-atebek hag ambroug youl an dud a c’hellfe bezañ lies evit lod ? Aze emañ an dalc’h. Stalieroù keodedel ’vo aozet gant un ajañs arbennik evit sevel kendivizioù. Ganto e vo heuliet ar c’hendiviz-se evit sklaeraat skodoù ar raktres. Berzh a vefe ma e teufe a-benn tud an ti-kêr hag an annezidi da liammañ al laz-hollek ha soñjoù an annezidi evit o c’harter.

> Pierre-Emmanuel MARAIS

Pierre-Emmanuel MARAIS
Pierre-Emmanuel Marais est élu de l'UDB à la mairie de Nantes. Il y exerce la fonction de délégué à la diversité linguistique, pédagogique et culturelle et aux actions autour des écoles. Il est également auteur de plusieurs livres en français et en breton. Parmi eux, le roman "Alje 1957" qui a reçu le prix Langleiz et le prix de l'avenir de la langue bretonne.
e9de809c1db8ace8cf12085b11036dd88888888888888888888888888888