Accueil / Degemer / À la Une / Soñjoù Fulup Jakez goude saloñs al levrioù Karaez…

Soñjoù Fulup Jakez goude saloñs al levrioù Karaez…

Bet eo bet Fulup Jakez o selaou ouzh an diviz war ar yezhoù komzet e Stad Frañs a oa bet aozet disul e-kerzh saloñs al levrioù Karaez. Setu e soñjoù…

Lusket e oa an traoù gant Kristian Guionvarc’h eus an UDB. Daou gannad breizhat o deus kemeret perzh (Paul Molac ha Yannig Kerlogot ; Marc ar Fur n’eo ket bet a-benn ar fin). Evit Katalonia e oa Miquel Gros, ur sokioyezhoniour barrek war ar c’hatalaneg hag an euskareg. Pierre Klein, merour ar gevredigezh ABCM a o oa bet pedet en anv Elzas. Evit ar c’horseg eo Jean-Marie Arrighi, bet enseller war ar c’horseg, en deus kinniget stad an traoù.

Prientet mat e oa bet an diviz gant Kristian Guionvarc’h. Kavet em eus en deus gouezet Kristian adlec’hiañ mat an traoù ha sevel ar goulennoù mat. Manket ez eus bet un tamm lusk koulskoude peogwir e veze lakaet an holl dud da respont da bep goulenn hag int bet laosket da gomz didroc’h. Ken pell eo padet ken ez eus bet ranket troc’hañ ar mikro er fin ha n’eus ket bet gallet kaout un eskemm gant ar sal. Padal, deuet e oa niverus an dud, leun e oa sal ar Glenmor, ar pezh na c’hoarvez ket nemeur pa vez aozet kaozeadennoù e-pad ar festival.

N’eo ket aes marteze ober un diverrañ eus kement zo bet lavaret met un nebeud soñjoù pouezus am eus dalc’het e-touesk ar re zo bet embannet gant ar berzhidi.

Miquel Gros en deus pouezet, evel alvokad ha sokioyezhoniour katalan, war ar red ma oa da deurel evezh ouzh ar gerioù implijet evit komz diwar-benn hor yezhoù. Krenn en deus distaolet Miquel Gros implij an droienn « langue régionale », termen fardet gant ar galloud evit ofisielaat an diglosiezh (an diforc’h statud etre ar yezhoù). An termen « langue régionale » a servij d’ar galloud da lakaat un urzhaz etre ar yezhoù, ar yezhoù Stad, talvoudus hag hollc’halloudus hag ar yezhoù rannvro, didalvoud ha dic’halloud). Hervez Miquel Gros n’eus nemet un termen a zegouezh gant plegenn hor yezhoù « langue minorisée/yezh minorelaet » ha gant an termen-se eo e rankfe hon emsavioù ober.

Aet eo ar gaoz goude-se war stourm ha goulenn Korsiz en-dro d’ar genofisielded (votet gant Strollegezh Korsika ha distaolet gant ar Stad), ur bazenn hollret d’an holl yezhoù a venner saveteiñ. O vezañ m’eo stanket an traoù er Stad-C’hall evit ar pezh a sell ouzh an emdroadurioù lezennel bras en deus pouezet Miquel Gros war an ofisielaat a-bazennoù, dre an traoñ, war an dachenn. Goulenn ofisielaat ar brezhoneg met chom hep gortoz ma teufe ar yezh da vezañ ofisiel evit hec’h ofisielaat tamm-ha-tamm, er fedoù, en hor buhez pemdez, goulenn digant hon dilennidi ober gant hor yezh e-giz pa vije ofisiel. Se ne c’hall dont nemet dre ar gwask sokial war an dachenn.

Lakaet eo bet war wel e-kerzh an diviz an diforc’hioù bras graet gant ar Stad etre statud pep hini eus hor yezhoù ha se, daoust da ideologiezh an ingalded. Anat eo e ro ar Stad muioc’h pe nebeutoc’h a wirioù da bep yezh diouzh nerzh ar stourmerien war an dachenn.

Gant Kristian Guionvarc’h eo bet lakaet ar saliad selaouerien da verzout e oa an alamaneg en arvar bras en Elzas hiziv daoust d’ar yezh-se bezañ komzet gant 120 milion a dud en tu all da harzoù ar Stad. Kemend-all a c’haller lavaret diwar-benn ar c’hatalaneg e Norzhkatalonia, daoust pegen birvidik eo ar yezh er su. N’eo ket bet meneget skouer an nederlandeg e norzh Frañs, reuzeudikoc’h c’hoazh eo e stad, ha pa vefe yezh ofisiel e Belgia hag en Izelvroioù. Padal, ar c’horseg, anezhi ur yezh vihan komzet war un enezenn n’eo ket poblet gwall stank a seblant mont war-raok a-vloaz da vloaz bremañ. Perak an diforc’hioù-se neuze ? Splann eo ez eo abalamour m’eo deuet a-benn Korsiz da gaout ur statud dibar evito e deroù ar bloavezhioù 80, ur statud zo bet renevezet ha gwellaet meur a wech abaoe. A-dra-sur ez eus aze danvez d’en em soñjal evit ar Vretoned a vez troetoc’h da glask diskoulmoù hollek evit holl yezhoù ar Stad kentoc’h eget klask diframmañ gwirioù dibar evit ar brezhoneg.

Da c’hortoz ur statud dibar, lakaet eo bet war wel pegen pouezus eo an emglevioù Rannvro/Stad a dremen drezo bremañ ar politikerezh Stad er rannvroioù. E Breizh eo bet ur c’hwitadenn vantrus an emglev 2007-2013. Ne oa ket bet marc’hataet gwall dra a dalvoudegezh, n’eo ket bet heuliet mat, hag a-benn ar fin n’eo ket bet lakaet e plas peogwir n’eo bet sinet nemet e fin 2012 ! Gant se, n’eo ket bet tizhet ar pal da gaout 20 000 bugel divyezhek en Akademiezh Roazhon e 2010 evel a oa bet embannet.

Ar pal-se, 20 000 bugel divyezhek, a seblant bezañ dister-kenañ goude ouzhpenn 40 vloaz a gelenn divyezhek. E adkavout a reer en emglev nevez 2015-2020 koulskoude ha n’ouzer ket c’hoazh hag-eñ e vo tizhet a-benn ar fin. An emglev-se, ha pa adkemerfe ur pal izel, en deus degaset gwellaennoù e-keñver an hini a oa a-raok memes tra (evit ar wech kentañ en em glever evit programmiñ bep daou vloaz digoradurioù ar skolioù).

Paul Molac en deus pouezet war an ezhomm da hollekaat ar c’helenn divyezhek, d’an holl vugale tamm-ha-tamm. Ne c’haller nemet sevel a-du gantañ hag ur pal a 50 000 bugel evit kregiñ (e-tro 800 000 bugel zo skoliataet er 5 departamant) a c’hallfe reiñ ur chañs d’ar brezhoneg da adsevel e gein en amzer-da-zont.

E Korsika eo strollegezh Korsika a vot kartenn ar c’helenn divyezhek. Goude-se eo d’ar Stad d’he lakaat e plas.

E 2019, a-benn bloaz hanter neuze, e vo kroget moarvat da varc’hata an emglev nevez (2020-2025) evit ar yezh etre ar Stad hag ar Rannvro. Se a vo just a-raok an dilennadeg rannvro kentañ.

Daoust ha ne dalvezfe ket ar boan unaniñ hon nerzhioù en-dro d’ur pal eeun ha klask lakaat enskrivañ en emglev nevez-se treuzkas da Rannvro Breizh, evel ma c’hoarvez e Korsika dija, ar gwir da votiñ ar gartenn skol divyezhek, en anv ar gwir d’an arnodiñ hag a zo enskrivet el lezenn bremañ ?

Evit gwir, evel m’emañ karget ar Rannvroioù da sevel kartenn stummadurioù an dud dilabour dija e-ser ar « Plan Régional de Développement des Formations Professionnelles », perak ne vefe ket karget ivez rannvro Breizh da sevel kartenn ar c’helenn divyezhek evit programmiñ e emled war an dachenn ? Hag al labour kentañ d’ober a zo kregiñ gant kizidikaat ha kendrec’hiñ hor c’huzulierien-Rannvro, dezho da c’houzout mat petra a c’hortoz ar vrezhonegerien hag an holl dud kar-o-yezh diganto.

> Fulup Jakez

Fulup Jakez

Fulup Jakez est le directeur de l’office public de la langue bretonne.

3942bb527bac12d8d15fb5085e6ac8fbIIIIIIIIIIIIIIIIIIIIIIII