Accueil / Degemer / À la Une / Embannet eo deiziadoù dilennadegoù Korsika

Embannet eo deiziadoù dilennadegoù Korsika

Gouzout a reer e vo teuzet an daou zepartamant hag ar rannvro e-barzh ur strollegezh lec’hel nevez e Korsika. Met ne ouied ket pegoulz e vije dalc’het an dilennadegoù c’hoazh. Embannet eo bet hiziv : d’an 3 ha d’an 10 a viz Kerzu 2017 e vo. Poent bras e oa neuze ! Kalz a draoù zo da brientiñ evit ur c’houlzad kabaliñ a-zere. D’an 2 a viz Genver 2018 e ranko en em staliañ ar muianiver nevez e penn an enezenn. Embannet e vo an dekred warc’hoazh.

Betek-henn e vez renet strollegezh lec’hel Korsika gant ar vroadelourien, emrenerien ha dizalc’hourien holl asambles. Divizet o deus mont war ar renk asambles adalek an dro gentañ. Daou vloaz ’zo da vare an dilennadegoù rannvroel e oant en em lakaet asambles etre an div dro. Ha tennet o doa o mad eus an emglev-se peogwir e oa aet ar maout ganto. Gallout a reer e kasont ul labour vat dibaoe daou vloaz e Korsika. Echu eo gant ar sistem “klanioù”, ur gwir cheñchamant eo bet evit ar vro.

Ha mont a ra pelloc’h bremañ, an holl strolladoù politikel war an enezenn (war-bouez ar Front National) a zo a-du gant ar raktres emrenerezh evit Korsika. Kredapl ne welont ket holl ar memes tra a-dreñv ar ger emrenerezh met memes En Marche pe an tu-dehoù hag an tu-kleiz a zo a-du. Ar pezh a ziskouez ur gwir youl sokial da gaout muioc’h a c’halloud er vro.

Met n’ouzer ket c’hoazh penaos e vo pourvezet ar strollegezh lec’hel nevez, ar pezh a zo chalus. Emgavioù a vez etre Pariz ha gouarnamant Korsika, hag hervez kont ne ’z afe ket war an tu mat. Embann a ra ar vroadelourien e vez nac’het o holl arc’hadurioù gant Pariz. Ur sin fall evit an demokratelezh, unan c’hoazh, pa vez douget raktres ar vroadelourien kazimant gant an holl e Korsika…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
0e685fa5cd525493038b7d9f92a4179cV