Accueil / Degemer / À la Une / Un anv nevez evit Parlamant Kembre

Un anv nevez evit Parlamant Kembre

Senned_National_Assembly_for_Wales

Chañsoù ’zo evit ma vefe cheñchet anv Breujoù Bro-Gembre. Ar Vodadenn Vroadel evit Kembre ez eo betek-henn (The National Assembly for Wales e saozneg). A-drugarez d’an 2017 Wales Act he deus ar Vodadenn ar galloud da cheñch hec’h anv hec’h-unan. Ha n’int ket seizhdaleet evit hen ober. Ur vouezhiadeg zo bet ha tost 3 000 den o deus respontet. 61 % diouto o deus votet evit ur cheñchamant, hag an 3/4 diouto o deus mouezhiet evit an anv Parlamant Kembre, Welsh Parliament e saozneg.

Kadarnaet e vefe ar cheñchamant gant ul lezenn a-raok an dilennadegoù a zeu e 2021. Spi he deus Elin Jones (prezidantez ar Vodadenn, Plaid Cymru) “e vefe komprenet gwelloc’h gant an dud petra eo galloudoù ar Vodadenn ha peseurt perzh o deus en o buhez pemdeziek”. “Ur gwir barlamant penn-kil-ha-troad hon eus estreget an anv” emezi.

E-touez an holl ginnigoù n’eus hini ebet a vefe e kembraeg nemetken, an holl a zo divyezhek. Ar pezh na blij ket da Heledd Gwyndal, prezidantez ar strollad Cymdeithas yr Iaith Gymraeg. Eviti e vefe c’hwitet ur gwir chañs da normalizañ implij ar yezh ma ne vefe ket dibabet an anv Senedd nemetken.

An holl strolladoù politikel a harp meno ar cheñchamant, o soñjal eo deuet da vat ar Vodadenn ur Parlamant. N’eus nemet UKIP a sav a-enep, oc’h arguzenniñ e koustfe re ger ar cheñchamant. Diaes eo gouzout, hervez rakjedadennoù ofisiel e koustfe etre £40 000 ha £150 000.

Cheñchamantoù a vefe ivez evit anvioù izili ar Parlamant, peseurt anv en dije o c’harg a gannad e Parlamant Kembre : Izili Parlamant Kembre (Welsh Parliamant Members), Izili ar Senedd (Members of the Senedd), Izili ar Parlamant kembreat (Members of the Welsh Parliamant),… Tabut a zo da vat tro-dro d’an anvioù-se, ha divizet e vefe an traoù e diskar-amzer 2018 evit ma vefe votet ul lezenn da c’houde.

Ra vo ar memes gwir amañ e Breizh un deiz bennak…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.

de505938762527307f60e3873773fcb6RRRRRR