Accueil / Degemer / À la Une / Dañset ez eus bet e Plistin evit an traezh mor

Dañset ez eus bet e Plistin evit an traezh mor

IMG_1566

D’ar Sadorn 15 a viz Ebrel e oa bet aozet ur fest-noz e Plistin a-enep d’ar raktres tennañ traezh e bae Lannuon. Evit an aozerien e vefe dañjerus-kenañ skarzhañ traezh ar bae : diaesoc’h e vefe d’ar spesadoù pesked bihan dozviñ, hag alese e vefe disteraet an holl spesadoù pesked ha laboused a vev er bae hag en trowardroioù.

Evel-just e vefe lakaet diaes ar besketaerien, a vez alies lakaet war o chouk kudenn ar c’hementadoù pesked, pa vez ken kiriek all efedoù obererezhioù all Mab-den evel al labourioù, al louzeier kimikel, al labour-douar mod greantel, ha tommadur an hin.

Gant Emmanuel Macron e oa bet aotreet an embregerezh Roullier da gregiñ gant an eztennañ, evit fardañ produioù da werzhañ d’al labourerien-douar. Evit ar poent avat eo chomet a-sav al labour, abalamour d’ar reuz a oa bet savet dre ar vro, lusket ma oa bet ar stourm gant miliadoù a dud, gant kevredigezhioù ha gant dilennidi.

Cheñchet penn d’ar vazh hiziv-an-deiz. An dilennidi eus ar PS a oa bet niverus o kemer perzh er stourm a zo troet war-zu Macron evit ar braz anezho, evel ar gannadez Corinne Erhel ha maer Tredraezh-Lokemo, Joël Le Jeune. Ne fell ket dezho sikour ar stourmerien ken neuze. Graet e vezont “les extrémistes” ganto zoken !

An dud, avat, a chom prest da gregiñ e-barzh ar stourm adarre ma vefe ezhomm, evel ma oa bet diskouezet disadorn gant berzh ar fest-noz e Plistin. Aon o deus an aozerien e vefe kroget gant an eztennañ goude an dilennadegoù, dreist-holl ma vefe dilennet Emmanuel Macron. Fellout a rae dezho diskouez e oa bev mat c’hoazh ar c’hoant da zifenn bae Lannuon.

A-fed politikerien, ne oa deuet nemet rannvroelourien hag emrenerien da ziskouez o c’hengred gant ar c’hevredigezhioù e Plistin. Christian Troadec a oa deuet e penn-kentañ, ha da c’houde Trefina Kerrain ha Christèle Daisez-Mogère, war ar renk evit « Breizh Evel-Just » e pastell-vro Lannuon.

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN
Nil Caouissin est porte-parole de l'Union démocratique bretonne.
0feb2826c67abfa9d25b56b668c0eecd111