Accueil / Degemer / À la Une / Ur c’hlavier rakwelet e gallaoueg

Ur c’hlavier rakwelet e gallaoueg

000000053055

Adalek ar sizhun a zeu e c’hello ar c’hallaouegerien pellgargañ hag implijout ur c’hlavier nevez war o foellgomzer. Rakwelet a ra ar gerioù a zeuio da heul ha difaziañ a ra ivez, evel an holl glavieroù bremañ e forzhik yezhoù. Digoust e vo. Ouzhpenn daou vloaz ez eus unan e brezhoneg. A-drugarez d’ar memes den hon eus ur seurt benveg a-zoare evel-se, Julien Baley e anv. Labourat a ra evit an embregerezh SwiftKey a sav klavieroù just a-walc’h. E Londrez e labour met a-orin eus Breizh eo. Desket en deus brezhoneg ha tik eo gant ar yezhoù dre vras. Fellout a ra dezhañ sevel klavieroù rakwelet er yezhoù minorel.

Evit ar gallaoueg eo bet sikouret gant tud Academiy du galo. Savet o deus ur geriadur enlinenn ar miz diwezhañ, ouzhpenn 6 000 termen a zo bremañ. Tamm-ha-tamm e vo kavet e blas gant ar gallaoueg ivez e-barzh an teknologiezhioù nevez. War-wel e vez lakaet liesseurted Breizh.

Ar stumm bêta a vo embannet evit ar gallaoueg hag evit ar poellgomzerioù nemetken. Dont a raio evit an iPhone ivez a-benn fin ar miz pa vo nevesaet evit kalzik yezhoù all ivez : manaveg, skoseg, kembraeg, iwerzhoneg, okitaneg,… ha brezhoneg ivez ! Laouen e vo implijerien an iPhone da gaout ar c’hlavier-mañ e brezhoneg ivez.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
8f4cb19541d715dbf34c9fe8ccbf2170<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<<