Accueil / Degemer / À la Une / Ar banniel kanevedenn e kañv

Ar banniel kanevedenn e kañv

2048x1536-fit_gilbert-baker-stockolm-suede-2003

Marvet eo an arzour amerikan Gilbert Baker, an hini en doa krouet ar banniel kanevedenn, deuet da vezañ arouez an heñvelreizhidi er bed a-bezh. Oadet a 65 bloaz e oa. Da vare devezh ar frankiz heñvelreizh e 1978 en doa bet ar soñj krouiñ ur banniel eizh liv, eñ e-unan en doa gwriet anezhañ. Da heul an darvoud-mañ e oa deuet ar c’herzhadegoù “gay pride” dre ar bed, sede pegen a-bouez eo bet e levezon.

Ur soudard e voe pa oa deuet da vezañ oberiant e-barzh an emsav LGBT e San Francisco. Tost e oa ouzh ar stourmer ha politikour Harvey Milk, un difennour bras eus gwirioù an heñvelreizhidi, an hini a voe drouklazhet.

Marvet e oa Gilbert Baker e kreiz an noz diriaou, n’eo ket bet embannet abalamour da betra e oa marvet betek-henn. Bodadegoù a vo aozet un tammig e pep lec’h er Stadoù-Unanet evit dougen bri dezhañ. Krog eo an dud d’hen ober war ar rouedadoù.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
b138596a3f240d77ac4749ad23649512EEEEEEEE