Accueil / Degemer / À la Une / An Henbont àr hent adsevel ar brezhoneg

An Henbont àr hent adsevel ar brezhoneg

hennebont-tour-ber-brech-museum-jul12

Hiniu e krog an Henbont e-barzh “Du breton dans vos commerces”, un afer a bado ur miz, da geñver miz ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ober a reas Ti-Kêr an Henbont an dra-sen àrlene dija. Eeun a-walc’h eo ar jeu : goulennet e vez digant an dud implijout yezh ar vro p’emaont e stalioù ar barrez, ha mard eo get frazennoù aes memes. Ewit ar re na ouiont brezhoneg erbet ez eus bet moulet geriaouegoù a zo bet lakaet e pep stal. Oc’hpenn e vo kinniget podkastoù er linenn da sikour get an distagadur. Evel mard eo lâret àr lec’hienn-genrouedad an Ti-Kêr, bez eo ar pal “brochiñ ar re vihan hag ar re vras d’implijout un nebeud gerioù brezhonek p’emaont éh ober o c’hefridi”.

Bez ez eus ur c’hoari e-kreiz ar jeu iwez : ur ger kevrinus a vez get pep stal é kemer perzh, ha ret eo d’an dud dastum pep ger hag o lakaat àr ur fichenn da gas d’an Ti-Kêr. Dibabet e vo pemp anezho e miz Ebrel ha gounezet prizioù.

Àr-a-seblant o doe komprenet tud an Henbont penaos adlakaat buhez er brezhoneg. Hervez Joshua Fishman, ur sokioyezhonour amerikan brudet a zo bet o labourat a-zivout yezhoù minorel e-pad dek-vleadoù, an dra a-bouesañ da saveteiñ hor yezhoù eo adsevel hor c’hevredigezhioù en ur implijout hor yezhoù. Get ar c’hoariig-sen e kinnig an Henbont d’hec’h annezidi monet e darempred get marc’hadourion al lec’h, ar pezh a lako an ekonomiezh hag ar vuhez lec’hel da vout bev-buhezek. Oc’hpenn e vez kinniget d’an dud hen ober en ur gomz brezhoneg, ar pezh a lako hor yezh da vout e-kreiz hor buhez kevredigezhel en-dro. Lâret a ra an Iwerzhoniz ec’h eo un deraou mat hanter ar labour (tús maith, leath na h-oibre), ha setu an Henbont é reiñ un deraou dispar dimp, get spi ma vint heuliet get parrezioù arall.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Aberdeen, Écosse.
15eb9a502de86737ff76c0b8210b762fzzzzzzzzzzzzzzzzzzzzzzz