Accueil / Degemer / À la Une / Bro-Sami : tabut tro-dro d’ar gwirioù pesketa

Bro-Sami : tabut tro-dro d’ar gwirioù pesketa

tenojoki

Ar Stêr-Teno (norvejog Tana, finnog Tenojoki, samiog Deatnu) a red dre Vro-Sami (samiog Sápmi), eus a Vro-Norvej da gleiz Bro-Finn. A-hed e 330 km e kaver eoged a-leizh, ha bez eo moarvat unan eus stêrioù pinvidikañ ar bed da bakañ ar pesk-se. Bloaz ’zo e teraouas breujoù Bro-Norvej ha Bro-Finn ul labour da herzel pesketa er stêr da virout gouennoù eoged ’zo. Sevel a reas kudennoù avat : mont a ra ar stêr dre Vro-Sami, hag a-bouez eo pesketa an eoged d’ar Samied.

Petra bennak ma talvezfe al lezenn nevez d’an holl, bez eo ar Samied ar re a c’houzañvfe ar muiañ. Hervez Breujoù ar Samied (un ensavadur ofisiel a zifenn gwirioù ar Samied e Lec’hlenn a-bezh) ne zouj ket al lezenn nevez ouzh bonreizh Bro-Finn. Hervez Tiina Sanila-Aikio, Kadorourez Breujoù ar Samied, “Ne heul ket Stad Bro-Finn he dleadoù bonreizhel hag etrebroadel, ha ne vent na ned anzav – evel mard eo ret hervez bonreizh Bro-Finn – efedoù he diviz àr gwirioù ar Samied evel ur boblañs c’henidik. Dic’houzañvus eo ar jeu hag ur gourdrouz eo da vuhez ar sevenadur samiat”. Hervez Rann 9 Akt Breujoù ar Samied (1995) eo ret d’ar Stad e Helsinki mont e darempred gant dileuridi ar Samied ha marc’hata ganto diàr-benn kement lezenn pe diviz a denn eus a verañ an douar m’emañ ar Samied o chom, pe kement tra a c’hellfe kaout krog àr doare-bevañ pe sevenadur ar bobl-se. Evelato ned eas Breujoù Bro-Finn e darempred gant ar Samied nemet goude bezañ bet votet al lezenn nevez, ha bremañ e sav ar reuz etrezo.

Àr-a-seblant ez aio al lezenn nevez da vezañ votet da vat gant Breujoù Bro-Finn arc’hoazh, ha diaes en em gav lod eus ar Samied gant se. Kaset eo bet ur galv da skignañ an afer dre YouTube, ha spi o deus Breujoù ar Samied ne vo ket degemeret al lezenn abalamour m’emañ a-enep bonreizh ar vro hervezo.

Da c’houzout muioc’h, sed amañ keleier e lec’hienn-genrouedad Breujoù ar Samied (e saoznog) : http://www.samediggi.fi/index.php?option=com_content&task=view&id=1296&Itemid=39&lang=english

Sed amañ ivez ur galv da skoazell ha da skignañ ar c’heleier (e saoznog) : https://www.youtube.com/watch?v=H8ObcQnncf8

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Aberdeen, Écosse.
aa10bde602515271bc13e40268ec8fa7hhhhhhhhhhhhhhhhhhhh