Accueil / Degemer / À la Une / Norzh-Iwerzhon : dindan veli Londrez en-dro ?

Norzh-Iwerzhon : dindan veli Londrez en-dro ?

methodetimesprodwebbine81b2930-01f4-11e7-976a-0b4b9a1a67a3

Michelle O’Neill ha Gerry Adams, pennoù Sinn Féin goude an dilennadegoù.

D’ar Yaou 2 a viz Meurzh e oa bet aozet dilennadegoù nevez evit parlamant Stormont, dek miz goude ar re ziwezhañ. Un nebeud sizhunioù a-raok en doa roet e zilez Martin McGuinness, Ministr Kentañ evit ar republikaned, abalamour d’an droukskouer emañ Arlene Foster, Ministrez Kentañ evit an unanourien, gludet ennañ. Disoc’h an dilennadegoù zo bet souezhus e meur a geñver. Ur feur-perzhiañ uhel gant 64 % eus an dud aet da votiñ. An hini uhelañ dibaoe 1998 evit gwir. Trec’h eo strollad DUP (Democratic Unionist Party) met e gwirionez ar strollad en deus graet berzh eo Sinn Féin. 28 kannad o deus bremañ DUP ha 27 evit Sinn Féin. Biskoazh n’eo bet ken izel an unanourien. Kollet o deus 10 sez. N’o deus ket ar muianiver evit ar wech kentañ. Trouz a zo e diabarzh ar strollad, lod n’int ket laouen e chomfe Arlene Foster e penn o strollad. Evito eo abalamour dezhi eo bet kollet kement a sezioù. Pennek eo ha fellout a ra dezhi chom kousto pe gousto.

Spi a zo en Iwerzhon a-bezh e c’hellfe tostaat adunvanidigezh ar vro. Met meur a bazenn pe a skoilh a zo war an hent a-raok. Kentañ tra e rank Sinn Féin ha DUP en em glevet dindan teir sizhun evit sevel ur gouarnamant nevez. Ma ne vez ket kavet emglev ebet e vo treuzkaset an holl c’halloudoù da Londrez en-dro. Ar pezh a zegasfe c’hwec’h kontelezh Norzh Iwerzhon d’ar blegenn a oa a-raok Emglev Gwener ar Groaz, ha tennoc’h-tennañ e vo ar saviad. Ur sizhun zo bet dija ha ne ’z a ket gwall war-raok. En e greñvañ emañ Sinn Féin ha goulenn a reont traoù a vo diaes da DUP asantiñ, dibosupl zoken ? E-touez an holl draoù a vez goulennet e vez lakaet ar biz war Arlene Foster. Ne fell ket dezho e vefe-hi Ministrez Kentañ en-dro, dre m’he deus kudennoù gant ar justis. Anat eo avat eviti e vo Ministrez Kentañ en-dro, ar pezh a c’hellfe lakaat en arvar an danvez-emglev.

Marteze eo pal kuzhet Sinn Féin goulenn traoù dibosupl da asantiñ evit lakaat ar giriegezh war an unanourien. James Brokenshire, sekretour Stad ar Rouantelezh-Unanet evit Norzh-Iwerzhon a c’hellfe gervel dilennadegoù nevez, en e yalc’h emañ ar galloud-se. Pe ren ar vro e anv Westminster. Sinn Féin en deus embannet dija ne asantfe ket da zistro galloud eeun Londrez war Norzh-Iwerzhon ha goulenn a reont e vefe ur c’hengouarnamant etre Republik Iwerzhon hag ar Rouantelezh-Unanet ma ne vefe savet gouarnamant nevez ebet e diabarzh ar vro. Sizhunioù a-bouez a zo dirazo, evit dazont ar Rouantelezh-Unanet a-bezh zoken.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.

878d0289f5e834787f35f88ce830387eeeeeeeeeeeeeeeeeeeeeeee