Accueil / Degemer / À la Une / Dihun ar reuz e Standing Rock

Dihun ar reuz e Standing Rock

2016-09-16-1474044012-2676960-defend_the_sacred

E dibenn ar bloaz tremenet e oa bet lakaet un harz e raktres eoulsan Keystone XL, gant Energy Transfer Partners (ETP, Texas), az ae dre zouaroù meuriad Sioued Standing Rock, e Dakota a Gleiz (Stadoù-Unanet). Ar raktres 3,8 milion a zollarioù-se a lakae an eoulsan 1900km o vont eus Dakota a Gleiz d’an Illinois, met chalet e oa tud Standing Rock abalamour ma vefe savet Keystone XL dindan Lenn Oahe, a ro dour d’o mirva, hag hervezo e oa bet distrujet beredoù santel ha nevedoù gant ar chanter. Goude mizioù o stourm, hag en desped da daerded an archerien, e oa deuet an Amerindianed a-benn da herzel ETP, hag edod o sevel ur raktres nevez na ’z afe ket dre o douaroù.

Cheñchet eo bet penn d’ar vazh un nebeud deizioù ’zo avat abalamour da brezidant nevez ar Stadoù-Unanet, Donald Trump. Aotreet en deus d’ar Meurzh 24 a viz Genver ar raktres da genderc’hel gant ma vefe implijet dir amerikan gant ar gompagnunezh. Hervez ar prezidant, hag hervez tud ETP, e vo krouet miliadoù ag implijoù gant ar raktres-se, ha gwellaet stad ekonomiezh ar vro tro-àr-dro. D’an ampoent e vez treizhet an eoul eus Dakota a Gleiz àr an tren, ar pezh a gemer kalz amzer ha plas. Abalamour da se eo diaes ober àr dro traoù all evel an ed ha produiñ kouerien lec’hel Dakota. Lakaat an eoul da vont dre Keystone XL a zieubfe an trenioù hag a skoazellfe rannoù ’zo eus an ekonomiezh lec’hel.

Evelato, n’eo ket anavezet ETP evit bezañ barrek gant diogel e eoulsanioù. Hogos pep bloaz ez eus bet kudennoù gant o dafar a laka eoul da saotrañ an endro. Estreget ur gudenn hag a saotrfe dour mat da evañ milionoù a dud e Dakota a Gleiz hag a Zehoù, hag a dalvezfe poanioù ha diaesterioù kriz evit tud Standing Rock – talvezout a c’hellfe dibenn ar mirva zokennoc’h.

Ar pezh sinet gant Donald Trump a redi ensavadurioù ar Stad da vuanaat o analizoù ha da lezel ar raktres Keystone XL d’adkregiñ enni. Bez e oa Strollad Ijinourien Arme ar Stadoù-Unanet (US Army Corp of Engineers), a oa e karg an afer, en doa harzet an eoulsan. Fellout a rae dezho sellout pizh ouzh hentoù all na dremenfe ket dre zouaroù ar Sioued. Bremañ int rediet da gavout un disoc’h hep dale.

D’ar Yaou 26 a viz Genver 2017 ez eus bet ur fuiñ eoul en Iowa, an hini brasañ abaoe 2010 : 530 000 litrad eoul strewet en natur. Ne vo ket evit dinec’hañ tud Standing Rock, o deus skrivet da brezidant Trump da c’houlenn un emgav a-benn kaozeal diàr-benn ar raktres, gant spi e kompreno-eñ ar pezh a fell dezho. Hir eo c’hoazh an hent a lakaio Pobloù Kentañ Amerika hag an Amerikaned a-vremañ da gompren an eil egile.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Aberdeen, Écosse.
684182a201b26c185c97f7943ee0c1265555555