Accueil / Degemer / À la Une / Brexit : ret e vo goulenn asant parlamant Westminster !

Brexit : ret e vo goulenn asant parlamant Westminster !

hand-holding-brexit-sign-eu-referendum

N’eus fin ebet da zrama ar Brexit. Diaes eo evit Theresa May hag he gouarnamant, n’o deus ket a steuñv resis goude ar Brexit. Prometet he deus e vefe ur Brexit kalet (hard Brexit). Met a-raok en em gavout aze e ranko goulenn asant parlamant Westminster evit deraouiñ ar mellad 50.

Hiziv he deus embannet al Lez-veur vreizhveuriat e vo ur redi kaout asant ar gannaded. Eizh barner diwar an unnek a zo el Lez-veur o deus votet evit ma vefe votet gant ar gannaded. Ar pezh n’he doa ket c’hoant ar vinistrez kentañ. Evito e vije un “diouer a zemokratelezh chom hep goulenn digant ar Parlamant”. Met eus un tu all ne c’houlennont ket e vije goulennet asant ar broadoù all : Norzh-Iwerzhon, Bro-Skos ha Bro-Gembre. Daoust hag-eñ ne vije ket un diouer a zemokratelezh aze just a-walc’h ? Dreist-holl e Bro-Skos hag e Norzh-Iwerzhon peogwir o doa votet ar muianiver evit chom e Unvaniezh Europa.

Reuz a vo da gaout dreist-holl e Bro-Skos dre m’en doa goulennet Parlamant Holyrood e vefe goulennet diganto. E Norzh-Iwerzhon e vint paket gant dilennadegoù nevez, neuze ez eus traoù all war ar stern.

A-raok fin miz Meurzh e fell da gouarnamant Londrez e vije deraouet ar mellad 50 evit kregiñ da varc’hata gant Unvaniezh Europa. Jeremy Corbyn en deus disklêriet ne glaskfe ket mont a-enep da youl ar bobl da guitaat Unvaniezh Europa met kinnig a raio enkemmadoù evit ma ne ’z afe ket ar Rouantelezh-Unanet da baradoz kemedel.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
15b2c8c4818e741d16769ad8d0b88b27!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!