Accueil / Degemer / À la Une / Dizoloadenn hoke-war-skorn gant bugale skolioù Naoned

Dizoloadenn hoke-war-skorn gant bugale skolioù Naoned

Foto tennet deus blog Evan Forget.
Foto tennet deus blog Evan Forget.

Etre ar 5 hag an 21 a viz Mae e vo aoezet kib ar bed hoke-war-skorn gant Bro-Frañs ha Bro-Alemagn. D’an 19 a viz Genver, e poull-ruzikat ar Porzh-bihan e Naoned e oa bet lidet ur c’honkours skritelloù graet gant bugale o doa kemeret perzh e oberezhioù tro-skol skolioù publik Naoned. Roet eo bet ar prizioù gant pennoù-bras ar c’hlub hoke ha Pierre-Emmanuel Marais, kuzulier-kêr UDB Naoned e-karg deus oberezhioù tro-skol. « Ur genlabour a-feson eo, da lavaret eo, ur c’hevelerezh nevez savet etre Naoned Atlantik Hoke-war-skorn (Nantes Atlantique Hockey-sur-Glace / NAHG) hag ar gevredigezh Naoned-oberezhioù tro-skol (Nantes Action Périscolaire) evit lakaat bugale ’zo da zizoleiñ ar sport-se », eme Pierre-Emmanuel Marais. « Ouzhpenn-se, un digarez eo da sellout ouzh pleustradenn ar « c’horserien », c’hoarerien a-vicher an NAHG ».

Trede sport ar bed eo an hoke-war-skorn, dianavezet a-wechoù, arvestus ha brav da welet, tizh ganti. Neuze, laouenidigezh ar vugale deuet gant o c’herent tro-dro ar poull-ruzikat a zo arouezus d’un taol-kaer ha d’ur c’hevelerezh kroget mat.

> La Rédaction

La Rédaction
Le Peuple breton est un magazine d’opinion, mensuel, entièrement bénévole fondé en 1964. Il est tiré à 4000 exemplaires papier par mois.