Accueil / Degemer / À la Une / Dazont plasenn Holland vihan : un enklaskadenn etrevroadel

Dazont plasenn Holland vihan : un enklaskadenn etrevroadel

petite-hollande

D’ar 16 a viz Kerzu eo bet votet gant dilennidi Naoned Meurgêr un enklaskadenn etrevroadel evit treuzfeurmiñ plasenn Holland vihan, ur reper bras a liamm kreizkêr Naoned hag al Liger. Johanna Rolland, maerez Naoned, a soñj dezhi « eo diviz pouezusañ ar respetad ». Kevezañ gwellañ ti-savourien Europa eo pal an enklaskadenn, da lavaret eo lakaat unan anezho da ijinañ dazont ar reper adalek fin 2017.

Hiziv an deiz eo plasenn Holland vihan ur parklec’h divalav a droc’h kreiz-kêr Naoned hag al Liger. « Dreist-ordinal e c’hellfe bezañ al lec’h-mañ ! Un direizhder pa soñjer e diorren kreizkêr Naoned », eme Pierre-Emmanuel Marais, dilennad UDB Naoned. Dre vras e vo lakaet er raktres advarrekadur riblennoù al Liger etre ar Chantenay-izel betek ar c’hanol Sant-Feliz, dre ar c’hae André-Morice ha kae ar Fos, en holl, ul linenn a 4 km da dalvoudekaat evit baleerien a bep seurt. « Kaeoù n’int ket terket, diziraezus a-wechoù, aloubet gant ar c’hirri-tan alies. N’eo ket gwall plijus. Klask a reomp kinnig ur sell a-vras kenstag, evel eo bet graet war Enezenn-Naoned a zo en tu all da Pont Anna-Vreizh. Spi ’meus e vo kinniget un danevell da vat a stag al lec’h-mañ gant istor Kêr Naoned, kêrbenn Breizh », a ouzhpenn Pierre-Emmanuel Marais.

Neuze, digor eo an traoù hervez Naoned-Meurgêr en ul lakaat marc’had ar sadorn mintin da zerc’hel ha kinnig un diskoulm evit parkañ ar c’hirri-tan dindan an douar. Padout a raio ar chanter hollek un dek vloazezh bennak.

> La Rédaction

La Rédaction

Le Peuple breton est un magazine d’opinion, mensuel, entièrement bénévole fondé en 1964. Il est tiré à 4000 exemplaires papier par mois.

62d42319572bc51670cab71d891b6ceewwwwwwwwwwwwwwww