Accueil / Degemer / À la Une / Breizh 5/5. Tud Klegereg mennet gant ur rannvro unvanet

Breizh 5/5. Tud Klegereg mennet gant ur rannvro unvanet

echo-56-1

D’ar 24 a viz Du e oa bodet un toulladig tud e Klegereg, tro-dro d’ar maer, Marc Ropers, ha d’ar c’huzulier-departamant, Kristian Derrien, ha gant tud ar gevredigezh Breizh 5/5 evit lidañ pozadur o fanelloù nevez dindan reoù mont-tre kêr. Adal bremañ e vo saludet an dremenidi gant ar pempad a dudennoù stumm erminiged ha livioù joaius dezho war ar banell-se. Dorn-ha-dorn ganto e felle d’an dilennidi reiñ da c’houzout d’an holl o c’hoant e vefe adstaget al Liger-Atlantel da Vreizh.

Martine Auffret a zo eilvaerez ‘ba’ Klegereg hag a-gozh-kozh bet tomm-tomm deus pezh a sell deus Breizh. E-pad ar respet kent, ha hi kuzulierez hep karg, e oa bet kaset betek penn ar sinadur d’ar garta « Ya d’ar brezhoneg ». Ha c’hoazh e oa bet votet ur mennad evit goulenn an adstagidigezh, kement-se diwar hec’h intrudu.

Kontañ a ra-hi deomp an doare. « Diwar atiz un den deus Klegereg ez eus deuet e darempred ganin tud eus ar gevredigezh Breizh 5/5. Kaset em eus ar soñj-se betek ar burev-kêr ha buan-tre goude betek ar c’huzul-kêr lec’h m’eo bet kavet reizh gant an dilennidi a-bezh. Mouezhiet eo bet a-unvouezh neuze evit poziñ teir fanell a-seurt ar re-mañ en antreoù-kêr pennañ. N’eus bet den ebet o kavout abeg en arc’hant, 100 euro ar banell hag unan profet gant ar gevredigezh. Evidomp holl eo un arouez da ziskouez sklaer pegen mennet omp gant Breizh. »

E-touez an dud deuet e oa Alan, o chom e Klegereg, hag a oa kement a fouge ennañ, ken en doa kemeret un deiz vak deus e labour evit dont. Laouen gant disentez e zilennidi e kav dezhañ emañ birvidik-tre e gumun vihan ha leun a startijenn ganti evit kas war-raok hor rannvro war an tu mat. « Diskouez a ra n’eo ket bet lakaet en toull gant an holl dud kistion adframmadur an teroueroù, daoust d’ar pennoù bras. Breizh 5 unanet a zo dazont Breizhiz ha nerzh a vo adkavet gant ekonomiezh ur rannvro glok diazezet plom ha fier gant he zalvoudoù hag hec’h istor »

Gaelle, annezadez e Klegereg ivez, a gan meuleudi d’an dilennidi kenkoulz-all. Degas a ra da soñj ez eus ur bern tud dedennet gant o sevenadur e Breizh, hag-hi kement bev amañ e Klegereg pa vez gwelet berzh an dañsoù hag ar brezhoneg war an dachenn. Kavout a ra dezhi n’emañ ket dibled an dilennidi gant soñjoù an dud er gumun-mañ evel emañ kont dre vras. « Amañ e vez roet skouarn ganto da c’hoantoù o melestridi. Ha kontroll eo d’ar pezh a c’hoarvez gant politikourien uhel zo a gred dezho, ren an dud hervez o soñj dezho o-unan. Pariz, penn ar vro a zo kreizennet don, ha diseblant ha troc’het e vezer du-se deus ar goulenn e vefe graet a-dostoc’h ha gant prederioù an diazezidi. Adlakaat an divizoù er « broioù », hag en tu-all da Vreizh e vez an avel-se o c’hweziñ, klevet e vez ! Stumm nevez Europa a vo hini ar rannvroioù ganto galloudoù nevez, pezh a zo dija ‘tuioù zo, dezho da zerc’hel gant o identelezh ».

Deuet ivez, Jeanine, a gav dezhi eo un disentez brav ‘hini bet tapet hag hemañ o klotañ gant goulenn ar Vretoned. Kavout a ra dezhi e vo akord tud al Liger-Atlantel da stagañ gant Breizh, ha pa vo lavaret kement-se ganto e vo dav en em soñjal war ar mod d’ober gant an departamantoù a chomo er rannvro gozh-se, da skouer ar Vendée.

Aï’ta ! Kaoz deus ar gumun, deus ar rannvro, deus Europa. Diwar ar c’homzoù-mañ, n’eo ket souezh, gwelout tud hag a grog e-barzh da gaout ur rannvro hag a gloto, spered ha tachenn, gant ar mod-ren da zont ! Hep disoñjal ar broioù a zo un tamm lañs ganto c’hoazh war ar poent-se. Ha pep hini deus an tri den-mañ o tiskouez pegen chalet int gant mouezh an dud o vont da stokañ, diefed, ouzh spered hobregonet ar bolitikourien hag o strolladoù bras, dic’houest ar re-mañ da harzañ ouzh al lanv rous a c’hallfe bezañ. « Breizh 5/5 », ar banell neuze a ya da skouer evit ar c’hoant demokratelezh tost ! Ha gant piv neuze e vez serret o spered warno o-unan nemet gant ar re e karg, c’hwezhet un tamm anezho, hag o deus aon rak selaou ar bobl ? Trawalc’h bremañ gant tamall adkavout o identelezh nac’het gant ar Vretoned ! Ar vezh d’an tu-all !

Ha pep hini da hetiñ, evit berzh an demokratelezh, e yafe ur bern kumunioù all gant ar memes hent ha Klegereg, an navet warn-ugent anezhi gant ar panelloù-se.

Gallout a reer lavarout deus ar feson a gamaradiezh hag a genskoazell a zo gant skeudenn ar banell, ez eo un doare da zisparlañ ar preder. Distroomp gant Martine Auffret hag a gav dezhi ez eus ul lod bras deus an dud a-du, diwar anien ha hep displeg, gant ar pezh zo bet graet gant an c’huzul-kêr. Ha krediñ a ra dezhi e yelo pelloc’h o soñj pa vo gwelet bemdez ganto ar panelloù Breizh 5/5. « Ar fed ma vez lakaet nebeut-tre war-wel gant ar mediaoù ar goulenn unaniñ Breizh ne lavar mann ebet war ar pezh a vez e kaozioù an dud, oc’h evañ ur banne, pe deus taol ‘barzh ar familh. Ar c’homzoù-se ne rankont ket chom kuzh pe lod emsaverien hepken. Chom a rin war evezh da selaou ar pezh a vo lavaret. Ha pa vo bodet ar boblañs a-benn nebeut evit hetoù an aotrou maer hag emvodoù-meur ar c’hevredigezhioù emaon e soñj goulenn o ali gant an dud. »

Evit echuiñ e teu en-dro war komzoù kozh an A. Fillon, pa lavare e oa bet un tamm gounit evit an holl dud, a-benn ar fin, gant damsteuzidigezh ar brezhoneg. Hag embannet gant hemañ c’hoazh ne oa ket tost da lezel dibezhiañ rannvro Broioù al Liger gant ar Vretoned. En XXI añ kantved e vefe traoù d’ober en tu-all da se d’e soñj.

« Ur vezh eo mont da glask bezañ penn ar vro goude bezañ lavaret kement-se. O lavarout d’an dud gant petra lakaat o soñj e tiskouez n’en deus komprenet netra e par an demokratelezh. Stummet e-kreiz o strolladoù, pell eus an dud, an uhelidi ne glotont ket ken gant ar bed a-hiziv. Penaos e c’hellfe ar boblañs derc’hel un tamm fiziañs enno. Evidomp e Klegereg hon eus ar santimant bezañ selaouet gant an dud ha spi ganeomp da zigeriñ ar breud »

Kristian Derrien, kuzulier-departamant, a gas pelloc’h ar c’hinnigoù-se gant Fillon. « Dont a ra anat war wel gantañ spered mirour tud an tu-dehou dispredet ha jakobin. Ha dic’houest-paour ar re-mañ da gompren pegen deus an amzer a-vremañ eo reiñ frankiz da en em ren d’ar rannvroioù, hag ar mod-se d’ober, diazezet war tiriadoù istorel, kaset e pep tu Europa ar XXIañ kantved. Mont gant ar froud-se a zo lakaat harz d’ar bedeladur disoursi deus an dud hag a zo o ren bremañ. Harpet eo war nerzh keodedourien nevez empleget ha kedal gant o endro… Er memes mod gant ma rafe gaou ouzh an unanded broadel emañ-eñ sorc’hennet ganti, ne zeu ket a-benn da guzhat eo mennet da gas da netra ar sevenadurioù lies a vez kavet e Frañs. Ar mennad uhel-se a zo dezhañ evit e vro, a gas anezhañ dre ret betek diskar ar yezhoù rannvroel evel just. Kavout bras a c’heller memestra an ideologiezh-se a zo chomet a-ziwar-lerc’h amzer an trevadennoù ».

> Garrin Daniel

Militant UDB dans le pays de Pontivy, Daniel est aussi un écologiste convaincu, membre de Bretagne Vivante.
9c64344a5b026cbe7bbb20f151b1cefd+++++++++++++++++++++++++++++