Accueil / Degemer / À la Une / Un droiad e bro Aljeria

Un droiad e bro Aljeria

ajeria

E bro Aljeria eo bet Iffig Guillou o veajiñ e miz Gwengolo diwezhañ, ha c’hoant en deus bet lâret da lennerien Pobl vreizh ur ger war pezh en deus gwelet ha bevet ahont, evit reiñ c’hoant dezho da vont di ivez.

Da gentañ, penaos ’meus beajet e-barzh ar vro ? War ur vag ferry-boat ez eo bet treuzet ar mor ganin, un noz pad, etre Marsilha hag Alje. Gwelloc’h eo beajiñ war vag eget gant ar c’harr-nij, evit dazont ar voull-douar d’am soñj. Plijout a ra din kemer va amzer a-raok erruout en ur vro disheñvel deus hon hini, cheñch aergelc’h a-nebeudoù, gwelout ha selaou tud ar vro war ar vag a-raok erruout. Ouzhpenn-se ar gweledva er mor, oc’h erruout dirak Alje « ar gêr wenn » diouzh ar mintin, a zo dispar. Goude bezañ chomet daou zevezh e Alje, em eus kemeret an tren betek Oran, rak dibabet em boa ar wech-mañ mont war-zu ar c’hornog, pa oan bet daou vloaz ’zo etrezek ar reter, betek ar C’habili, Setif ha Konstantine. Goude Oran ez on aet betek Tlemcen ha Mostaghanem a-raok dizrein da Alje, en ur implij ar c’hirri-boutin hag an taksioù bras (c’hwec’h pe seizh beajour). Marc’had-mad eo beajiñ evel-se, hag e vez tu da selaou ha da gomz gant ar veajourien all. Evel-se ivez e vez gwelet ar vro, ar parkeier hag ar c’hêriadennoù, o treuziñ anezho pe o chom ur pennadig a-sav evit distanañ hag evañ ur banne kafe.

E pep kêr vras on chomet tri pe bevar devezh, amzer da bourmen war droad, da weladenniñ ar savadurioù kaer (moskeoù, palezioù ha tier koz), ar gweledvaoù dispar (ar porzhioù mor, an aodoù pe ar menezioù en dremmwel) ; amzer dreist-holl da welout penaos e vev an dud, penaos ez eont d’o labour, penaos e reont o marc’had evit prenan ar boued ha traoù all, ha petra a reont evit diskuizhañ; amzer da zaremprediñ gant an dud ha da gomz ganto. Chañs am eus bet o vezañ desket a-raok un tamm arabeg, ar pezh a laka aesoc’h evel-just toullañ kaoz ganto. Forzh penaos kalz a dud a oar ar galleg. Plijadur o deus, dirak ur banne kafe pe te, komz gant an estrañjourien, ken rouez ma ’z int er vro.

Ha dañjerus eo mont da Aljeria en devezh a hiziv ’vel ma soñj da galz a dud? Me soñj din n’eo ket, ma vez kemeret un tamm evezh ha graet gant un nebeud doareoù a skiant vad, evel ma ’m eus klasket ober ma-unan pa oan du-hont. Etre ar c’hêrioù eo furoc’h beajiñ gant tud deus ar vro, er c’hirri boutin, trenioù pe taksioù. E-barzh ar c’hêrioù pa vezer o vale, suroc’h eo chom e lec’h ma ’z eus tud hag e-pad ma vez gouloù deiz. Gwelloc’h eo bezañ gwisket ’vel ar re all ha n’eo ket en ur stumm tourist, gant ur sac’h plastik pe paper deus an dorn evit an traoù personel ma ez eus ezhomm ; ar pasport hag an arc’hant bras a vo kuzhet e foñs ur godell, ha gwelloc’h c’hoazh en ur sac’h bihan war ar bruched dindan ar roched. An holl draoù-se, hag a laka diaesoc’h d’al laeroñsi ober o labour, a zo anavezet mat gant tout ar re o deus un tamm kustum da foetañ bro. Ma vez taolet evezh evel-se, n’eo ket arvarusoc’h evit e lec’h all beajiñ e hanternoz an Aljeria, e lec’h m’emañ an darn vrasañ deus an dud o vevañ. Er menezioù dizarempred pe e-barzh an dezerzh didud n’eo ket ar memes tra, rak dañjer zo, evit an hini a zo e-unan en e oto pe o pourmen war droad, da vezañ taget hag arsailhet gant laeron vras pe marteze gant terroristed e lec’hioù zo c’hoazh, gwir eo.

Pelec’h am eus lojet ha penaos am eus graet evit debriñ e-pad ma oan o pourmen er vro? Gwir eo n’eo ket aes atav evit an douristed e bro Aljeria. N’eus ket bet graet kalz a dra evit dedenniñ anezho, evel ma zo bet graet e Maroko pe e Tunizia. Ha koulskoude an Aljerianed a zo degemerus-tre ha morse ne vez rebechet gant an dud ar brezel kriz a zo bet gant ar Frañs. evit dizoloiñ ur vro n’anavezer ket, pep hini a c’hell dibab e stumm d’ober. Tu zo da zerc’hel da vevañ ahont ’vel ma raer er vro c’henidik : se zo koustus a-walc’h hag en em droc’hañ a raer deus tud ar vro e-barzh al letioù hag an ostalerioù bras ha cheuc’h. D’am soñj eo gwelloc’h klask lojañ en ostalerioù bihan ha mont da zebriñ e lec’h ma vez tud ar vro. Deuet eo niverus siwazh en Aljeria ’vel er broioù all al lec’hioù da zebriñ pizza pe kebab, met kavet e vez c’hoazh eüruzamant ostalerioù bihan hag a ra boued hengounel simpl met saourus. E-lec’hioù-se e vezer degemeret mat gant an dud, souezhet un tammig  met laouen o welout un estrañjour o tebrin en o zouez hag evelto. Evel-just goude eo aesoc’h toullañ kaoz ganto. Lod a soñjo marteze e vezer klañv gant ar boan bouzelloù goude bezañ bet el lec’hioù-se. Ar re a zo kustum da veajiñ evel-se a oar mat e ranker taol un tamm evezh, evel debriñ traoù poazet mat hag evañ hepken deus boutailhoù distouvet dirazoc’h. Ezhomm hon eus debriñ ivez traoù kriz evel legumaj ha frouezh, met aes a-walc’h eo prenañ anezho war ar marc’had ha dibluskañ pe gwalc’hiñ mat anezho .

Bro Aljeria a zo ledan hag hir, div wech hanter brasoc’h eget ar Frañs. Niver an Aljerianed a zo kresket buan abaoe amzer an dizalc’h evit tizhout bremañ daou ugent milion a annezidi. An darn vrasañ anezho a zo o vevan e hanternoz ar vro tost d’ar mor, rag e dezerzh ar Sahara n’eus den ebet koulz lavaret. Kazimant an holl dud a zo muzulmaned, rak an islam eo ar religion ofisiel. Ar stad n’eo ket dispartiet deus ar relijion evel m’emañ amañ abaoe deroù an ugentvet kantved. Orin an Aljerianed a zo liesseurt. Ur vro lec’hiet brav a-hed ar mor Kreizdouar eo, gant douaroù mat a-walc’h da c’hounid ed. Setu perag eo bet dedennet ganti un toullad alouberien e-pad ar c’hantvedoù tremenet. Bro an Numided e oa da gentañ, da lavared eo Berbered, gant pennoù bras brudet evel Massinissa ha Jugurtha. Darempredoù o deus bet da gentañ gant ar Fenikianed e porzhioù-mor evit ar c’henwerzh. Goude ez eo deuet an eil war lerc’h egile ar Romaned, ar Vandaled, ar Byzantined hag an Arabed, pe-re o deus digaset ganto relijion an islam. Diwezhatoc’h, e pemzekvet kantved, ar Spagnoled a zo erruet e Oran, heuliet goude gant an Durked. Evel-se, e teu Aljeria da vezañ ul lodenn deus an impalaeriezh Otoman e-pad tri c’hant bloaz. Ar Frañs a erru er bloavezh 1830 hag e chomo betek dibenn brezel an dizalc’h e 1962. Div boblad a ya hizio d’ober an Aljeria: an Arabed deus un tu hag ar Berbered (Kabiled, Chaouied an Aures ha Touareg ar Sahara) deus un tu all. Met lod a lavar eo pep Aljerian ur Berber islamizet. Ar yezh ofisiel a zo bet e-pad pell goude an dizalc’h an arabeg nemetken. Gant goulennoù kreñv ha bec’h bras war-dro ar bloavezh 2000, ez eo deuet ar ñerbered a-benn da lakaat o yezh, an tamazight, da vezañ ivez ur yezh ofisiel, met poan he deus c’hoazh da gemer tout he flas. Ar yezh galleg deus he zu a zo chomet bev mat, hag ar veajourien gall n’o deus kudenn ebet evit bezañ komprenet e pep lec’h deus ar vro.

Ekonomiezh an Aljeria n’emañ ket gwall vat ar jeu ganti en devezh a hirio. Goude an dizalc’h ez eo kresket buan lod ar petrol hag hini ar gaz e-barzh produioù ar vro, ha muioc’h c’hoazh e-barzh an ezporzhioù, betek tapout ouzhpenn deg ha pevar ugent dre gant deus ar re-man. E-pad an amzer-se an embregerezhioù hag a brodue marc’hadourezh evit ar vro, hag al labourerien douar hag a bourveze greun, legumaj ha frouezh, zo bet dilezet gant ar gouarnamant ha zo aet war zigreskiñ. Disprizet eo bet ivez an douristelezh hag he dije gallet digas arc’hant pa anavezer kaerder ha liester ar vro. Hizio an deiz, ul lodenn vras deus pezh a vez implijet gant an Aljerianed en o buhez pemdeziek, hag ar boued ivez zoken, a zeu deus an diavaez. Implijoù ar c’henwerzh a zo deuet da vezañ bemdez niverusoc’h niverusañ, pa ’z eo digresket buan niver ar vicherourien hag ar beizanted.

Ur seurt ekonomiezh a zo mat evit ar re a denn arc’hant bras deus gwerzh ar petrol hag ar gaz d’ar broioù estren, da lavaret eo evit tud tost deus ar galloud. Hemañ, abaoe ouzhpenn hanter kant vloaz, a zo dindan beli hag evezherezh an arme hag ar strollad FLN, koulz lavaret. An eil hag egile o deus implijet eñvorioù ar brezel ha mennozhioù enep an drevadennerezh c’hall hag etrebroadel evit chom e penn ar vro e-pad pell amzer. Er bloavezh 1991 ur strollad islamist en deus gounezet tro kentañ ar votadegoù. Torret eo bet ar votadegoù gant an arme, ha neuze ez eo kroget ur gwir brezel diabarzh etre an arme hag an islamisted. Padout a raio dek vloaz, gant lazhadegoù niverus hag euzhus deus an daou du. Abaoe, ha da boent « nevez amzer ar broioù arabek », n’eo ket fiñvet tamm ebet an dud en Aljeria. Aet e oant skuizh hag heuget gant an dek vloaz brezel hag an terroristed. Ouzhpenn se ar gouarnamant en deus implijet arc’hant ar petrol, evel kustum, evit distanañ an ezhommoù sokial .

Petra vo dazont Aljeria ? Penaos e troio ar jeu er vro pa vo partiet da vat ur prezident klañv bras abaoe pell ’zo ? Diaes eo respont d’ur seurt goulenn. Keit ha ma oa uhel priz an eoul-maen war ar marc’had etrebroadel, da lavaret eo war-dro kant dollar ar barilh, e oa aes d’ar gouarnamant sioulaat ar goulennoù en ur reiñ bruzhunoù d’ar bobl, e-pad ma oa rastellet diehan al lodenn vrasañ deus an arc’hant gant ar pennoù bras gwarezet gant an arme. Met bremañ pa ’z eo diskennet priz ar petrol dindan hanter kant dollar ar barilh, n’eus ket ken a arc’hant e kef ar stad nag er vro a-bezh. Dizale e vo goulennet digant pep hini strishaat e ezhommoù pemdeziek. Trubuilhoù a savo sur a-walc’h, met n’eo ket aes gouzout war pe du e troio an avel.

Forzh penaos da c’hortoz, ez eo an Aljeria ur vro vrav ha plijus da weladenniñ hag an Aljerianed tud degemerus, dudius da zaremprediñ ha dedennus da anaout. Kit d’ober un dro da welet.

> Iffig Guillou

Iffig est un militant multi-casquettes : opposant à l’aéroport de Notre-Dame-des-Landes, membre de l’association France-Palestine et de l’UDB, il se rend également régulièrement en Algérie.
cade764f6cdb75577a2fbcf45376b347@@@@@@@@@@