Accueil / Degemer / À la Une / Ur vanifestadeg e Kernev-Veur a-enep d’an adreizh tiriadel

Ur vanifestadeg e Kernev-Veur a-enep d’an adreizh tiriadel

devonwall_003

Estreget e Frañs e vez klasket lakaat e pleustr tiriadoù melestradurel nevez hep goulenn ali ar boblañs. Kaoz a zo er mare-mañ e Bro-Saoz a zigreskiñ an niver a gannaded evit espern arc’hant. Ur raktres lezenn gant ar gouarnamant Tory ha na c’houlenn ket petra a soñj an dud. Evit en ober e kinnigont neuze sevel pastelloù-bro nevez hag unan anezhe a vefe graet Devonwall anezhi. Da lâret eo Devon + Cornwall.

Un anv droch eo ken ez eo, e-giz an anvioù a zo bet roet pe ijinet amañ e Frañs. Kement-mañ n’en deus ket plijet d’ar Gerneveuriz ha sevel a reont o mouezh abaoe un nebeud sizhunvezhioù evit ma ne vefe ket didroc’het o bro. Anavezout a reomp mat an dra-se e Breizh siwazh gant al Liger-Atlantel. Un dañjer eo evit identelezh ar vro ha mont a ra a-enep d’an istor. Ouzhpenn da se n’eo ket demokratel e mod ebet abalamour ne vez ket goulennet gant an dud e-barzh peseurt tiriad melestradurel e fell dezhe bevañ.

Disul dremenet e oa bet aozet ur vanifestadeg e Polson Bridge, ur pont hag a verk an harz etre Kernev-Veur ha Devon, gant ar stêr Tamar dindanañ. Ul lec’h arouezel ken-ha-ken a-gaoz ma oa un hent kozh-Noe evit mont da Gernev-Veur, ouzhpenn 1000 bloaz evit doare. Stourmerien Mebyon Kernow, Gorseth Kernow, strolladoù politikel tu-kleiz hag un toullad kevredigezhioù all a oa en em vodet war ar pont. En em gavet e oa eno un nebeud Bretoned da ziskouez o c’hengred gant stourm ar Gerneveuriz. Souezhet ha plijet-kenañ int bet gant skoazell o “c’hendirvi”.

Ur vanifestadeg all a vo aozet er gêrbenn, Truro, d’an 10 a viz Du pa zeuio bodad ar gouarnamant da selaou klemmoù ar Gerneveuriz. Spi hon eus e vint selaouet. Daoust da Gernev-Veur bezañ anavezet evel ur vinorelezh hag ur vroad er Rouantelezh-Unanet ne vez ket doujet tamm ebet outi gant Londrez.

devonwall_007

Ur bagad Bretoned a oa deuet da embann o souten.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.