Accueil / Degemer / À la Une / Bro-Skos o vont da c’hlas a-benn 2030

Bro-Skos o vont da c’hlas a-benn 2030

stirlingwindfarm-1

Kastell Stirling dirak gant rodoù-avel en dremmwel.

Ar sizhun dremenet ez eus deuet un danevell er-maez a-zivout implij an energiezh nevezadus e Bro-Skos, hag hi savet gant kevredigezhioù endroel skosat diouzh ur studiadenn gant Ricardo Energy and Environment, anvet The Energy of Scotland: Heating, moving and powering our lives from now to 2030. Lavarout a ra e tlefe ar vro produiñ un hanter eus hec’h energiezh gant doareoù nevezadus a-benn 2030, ha goulenn digant ar c’houarnamant sevel ur steuñv resisoc’h eus palioù ar vro e-keñver an energiezh.

Kinnig a ra an danevell lakaat 40% eus an tiez da vezañ goret gant nerzh nevezadus a-benn an deiziad-se, hag aliañ e vefe skoazellet ar raktres gant un akt gouarnamantel – mod-se e vefe aesoc’h difuiñ milionoù a diez evit ma vo digresket koust an energiezh er vro a-bezh. Ouzhpenn da se e vefe dav d’un drederenn eus ar c’hirri ha d’un hanter eus ar c’hirri-boutin bezañ tredanel a-benn pevarzek vloaz. War hir-dermen e vefe ar pal ober hep karr ebet hag a implij energiezh fosil. Ne seblant bezañ mar ebet gant saverien an danevell e c’heller tizhout ar pal-se, ha spi o deus e vo lakaet e pleustr gant ar c’houarnamant buan-buan. Hervezo, madoù ar raktres a vo santet er gevredigezh ken hag en ekonomiezh, gant micherioù ha labourioù nevez. Ouzhpenn, dre ma vo tommoc’h an tiez ha naetoc’h an aer, ne vefe ket kement a labour gant an NHS (Servij Broadel ar Yec’hed), ha yec’hed an holl a yafe war wellaat.

Douget eo gouarnamant Bro-Skos, sturiet gant SNP (Strollad Broadel Skos) war an energiezh nevezadus ha diwall an endro. Deuet eo ar vro a-benn da zigreskiñ an dilaoskadenn c’haz efed ti-gwer dre 42% endeo, memes ma oa bet lakaet ar pal-se da vezañ tizhet e 2020. Un dra all a blijfe da Zinedin e vefe produiñ 100% eus tredan ar vro gant energiezh nevezadus a-benn 2020. Koulskoude, ha memes mard eo tomm ar Skosiz dre-vras ouzh an endro, klemmoù a bep tu ‘zo bet abaoe un nebeud mizioù diwar-benn politikerezh ar c’houarnamant. Hervez lod, ne glask ket Holyrood ober gant meur a zoare da broduiñ energiezh ha ned implij nemet rodoù-avel. Gwir eo e ya peurvuiañ arc’hant ar vro e-keñver an endro d’o sevel, dreist-holl en Uheldirioù. Damlaouen eo an annezidi ha tud all o welout rodoù-avel pep lec’h er gweledva, hag i ha lavarout ne dalvez ket diwall ouzh an natur mard eo eillec’hiet gant pester houarn. Ha ne seblant ket an danevell mont a-enep d’ar arguzenn-se, o vezañ na veneg doare all ebet panevet rodoù-avel.

Embannet e vo politikerezh endroel nevez Bro-Skos e penn-kentañ 2017 hag astenn a raio ar raktres betek 2032. Paul Wheelhouse, maodiern skosat an energiezh, en doa respontet d’an danevell. “Degemer a ra Gouarnamant Skosat an danevell-se evel ur skodenn dalvoudus e dael dazont an energiezh e Bro-Skos” emezañ. Gortoz a reer ar steuñv nevez a-benn gouzout hag ebarzhet eo bet an danevell, pe get.

> Fañch Bihan-Gallic

Fañch Bihan-Gallic est doctorant en études celtiques à Aberdeen, Écosse.
5322504823086de0ada5307fd7a81e4d::::::::