Accueil / Degemer / À la Une / Tro Europa ar yezhoù minorel

Tro Europa ar yezhoù minorel

telechargement

Sed aze ur raktres eus ar re zedennusañ ! Ober un droiad e Europa a-bezh e-pad seizh miz, war droad, war vag, gant an tren hag all evit filmañ hag atersiñ ar pobloù a gomz ur yezh vinorel e bro pe vro.

Setu ar pezh a fell da Morgane Lincy Fercot, plac’h yaouank a-orin eus Plougastell-Daoulaz. Mont da welet ar pezh a vez graet e lec’h all evit diorren yezh pe yezh ha tennañ ar pep gwellañ, gant ma servijo deomp-ni goude.

Evit seveniñ ar veaj-mañ he deus ezhomm eus un nebeud gwenneien. Kit ‘ta da skoazell anezhi war lec’hienn Kengo, kensavenn Rannvro Breizh evit skoazell raktresoù Bretoned pe Bretonezed, sikouret evit ul lodenn gant ar rannvro.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
effda46930a576f39f3662801e90448c!!!!!!!!!!!!!!!!!