Accueil / Degemer / À la Une / Prantadoù kelaouiñ diwar-benn ar prizioù en tiez-gar

Prantadoù kelaouiñ diwar-benn ar prizioù en tiez-gar

DSC02550

A-raok an hañv e oa bet embannet gant Pobl Vreizh  penaos e veze lakaet an dud da baeañ re ger o bilhedoù tren gant an SNCF : ar prizioù izeloc’h kinniget gant ranvro Breizh evit beajoù zo ne vezent ket kinniget nag el lec’hienn voyage-sncf.com, nag e mekanikoù an tiez-gar. Kalz a dud a bae keroc’h eget ar priz gwirion, dre ma ne ouzont ket e vefe marc’had-matoc’h prenañ o bilhedoù dʼan degemer war-eeun, pe e lecʼhienn TER ar rannvro,  ter.sncf.com/Bretagne.

Evit reiñ d’an dud a c’houzout pelec’h prenañ o bilhedoù da chom hep paeañ re ger, e vo gwelet izili Unvaniezh Demokratel Breizh en tiez-gar adalek miz Gwengolo. Hervez Nil Caouissin, mouezh-aotreet ar strollad e vefe « ar mare gwelañ evit hen ober. E miz Gwengolo e vez aketusoc’h an dud ouzh prizioù a treuzdougen, abalamour d’an distro-skol evit ar re o deus bugale, pe evit ar studierien. Pouezus eo lakaet anezho da c’houzout e c’hallont paeañ nebeutoc’h. (…) Klasket e vo ivez pouezañ war an SNCF evit ma kinnigo ar prizioù rannvroel el lec’hienn voyage-sncf.com hag e mekanikoù en tiez-gar. »

> La Rédaction

La Rédaction
Le Peuple breton est un magazine d’opinion, mensuel, entièrement bénévole fondé en 1964. Il est tiré à 4000 exemplaires papier par mois.
35e702688dfe45ec025f046886f7cf76AAAAAAAAAAAAAAAAA