Accueil / Degemer / À la Une / Bali Breizh d’ar Sadorn vintin?

Bali Breizh d’ar Sadorn vintin?

bali breizh

Bali Breizh, an abadenn vrezhonek skignet gant Frañs 3 d’ar Sul vintin da 11e, a c’hallfe tremen d’ar Sadorn vintin da 11e. Aon o deus difennerien ar brezhoneg er skinwel rak e vefe kalz nebeutoc’h a dud o sellout ouzh an abadenn d’ar Sadorn.

Estreget ar vrezhonegerien a c’hall heuliañ an abadenn, istitlet ma vez e galleg. Ur mod d’ober anaoudegezh gant ar yezh a c’hall bezañ Bali Breizh evit meur a zen. Lakaat an abadenn en arvar a yafe en tu kontrol d’ar pezh a oa bet goulennet tri bloaz zo gant ar c’huzul rannvro ha labourerien Frañs 3 Breizh da lavaret eo kreñvaat rann-rannvroel ar chadenn ha reiñ muioc’h a blas d’ar brezhoneg enni.

Hervez hon titouroù e vefe dilennidi eus kuzul rannvro Breizh o klask pouezañ war renerezh Frañs 3 Breizh evit ma chomfe Bali Breizh d’ar Sul.

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN
Nil Caouissin est porte-parole de l'Union démocratique bretonne.
c630438df072846074300f5b2a5b300djjjjjjjjjjjjjjjj