Accueil / Degemer / À la Une / Skipailh Kembre e Breizh !

Skipailh Kembre e Breizh !

image_2

A-benn nebeut e krogo kenstriverezh mell-droad Euro 2016 e Bro-C’hall. Pe e plij ar vell-droad d’an dud pe ne blij ket, un darvoud bras e vo a-dra-sur. Hag evit ar wech kentañ e c’hoario skipailh broadel Bro-Gembre evit ar prantad diwezh en un Euro. Ar wech diwezhañ en doa kemeret perzh en ur prantad diwezh e oa e 1958 da geñver Kib ar Bed e Sveden.

Dibabet he deus kevredad mell-droad Kembre bezañ diazezet e Breizh, e Dinarzh evit bezañ resisoc’h, e-pad an tournamant, evel un nebeud skipailhoù all: Albania e Perroz-Gireg, Polonia er Baol ha Sveden e Pornizhan. Degouezhet eo Kembreiz dilun tremenet e Dinarzh, degemeret war an ton bras gant dilennidi ar c’horn-bro hag un nebeud harperien. Gallout a reer heuliañ anezhe war Dwitter FA Wales, ur post e brezhoneg zo bet embannet zoken.

Ha dec’h e oa bet klevet evit ar wech kentañ kembraeg da geñver un emvod foran UEFA gant ur gourdoner eus ar skipailh kembreat (adalek 18’50).

C’hoariet e vo gante a-enep Slovakia d’an 11 a viz Even, a-enep Bro-Saoz d’ar 16 hag a-enep Rusia d’an 20. Muioc’h a grogadoù a zeuio ma ‘z a an tu-gounit gante !

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.