Accueil / Degemer / À la Une / Ledañ istor Breizh : ur paotr eus Loudia war ar stern !

Ledañ istor Breizh : ur paotr eus Loudia war ar stern !

ob_f719e5_kartenn-galianed

Gouzout a ouzit mat, ne vez ket kelennet istor hor bro er skolioù, pe nebeut-tre a-drugarez d’un toullad hiniennoù. Ar Vretoned dre vras ne anavezont ket o istor. Abalamour da se e oa bet savet an DVD Anavezout Breizh adalek ar penn kentañ betek bremañ, gant sikour ar rannvro diwar atiz Naig ar Gars, dilennadez UDB er rannvro d’ar poent-se. Met n’eo ket trawalc’h hag arabat gortoz re digant ar Stad.

Ur paotr eus Loudia, Nicolas Graigic e anv, tik gant istor Breizh, en deus soñjet e oa poent ober un dra bennak evit ledañ istor ar vro d’an holl Vretoned. Ha war internet en deus dibabet kas an traoù war-raok. Embannet en deus ur video war youtube diwar-benn an emgann etre ar Weneted hag ar Romaned e 56 kent JK. Ar wech kentañ eo evitañ ober un dra evel-se, artizan eo a vicher, neuze n’eo ket disi e video met evit un taol kentañ e ranker lâret eo deuet brav gantañ. Anvet en deus e chadenn youtube Istoerioù Breizh.

Gagouilhat a ra un tamm hag ez a un tammig re fonnus e gomzoù, met dedennus-kenañ ha bividik eo e video, gant fent ha dreist-holl titouret mat. Lennet en deus levr Jul Kaezar, Brezel Galia, zoken. Un doare nevez da zegas istor Breizh d’ar re yaouank, kustum da sellet ouzh videoioù war internet. Fellout a ra da Nicolas Graigic e vefe lâret dezhañ ar pezh a zo mat hag ar pezh n’eo ket evit gwellaat evit ar videoioù da zont.

Kavet en deus tem an eil video dija : muntr dug Arzhur 1añ a Vreizh gant Yann Dizouar e deroù an XIIvet kantved. Amañ e c’hallit gwelet ar video kentañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
d05d426b268d6cfc3db28d902ccb44d2????????????