Accueil / Degemer / À la Une / UKIP e Skos : brezel diabarzh ?

UKIP e Skos : brezel diabarzh ?

enhanced-32230-1460036483-10

David Coburn ha Nigel Farage.

Strollad Nigel Farage n’eo ket gwall yac’h en tu all da voger Hadrian, e-lec’h m’emañ ar vroadelourien en o c’hreñvañ hag ar bobl gant ur santimant europat solut a-walc’h. Ar strollad a-enep Europa ne ra ket berzh.

War washaat ez afe an traoù ? E diabarzh ar strollad ez eus ur brezel o c’hoiñ. Fellout a ra da izili ‘zo, ha n’eo ket n’eus forzh peseurt re, e vefe cheñchet penn ar strollad e Skos, David Coburn, mod-all ez afe da get herveze. Daou viz ‘zo e oa bet skrivet ul lizher da Nigel Farage gant dek stourmer oberiant ha brudet eus ar strollad evit goulenn ma vefe cheñchet mouezh-aotreet ar strollad. Respontet en doa Nigel Farage e oant gwarizius peogwir ne oant ket bet dibabet evel emstriverien evit an dilennadegoù kannaded a zeu. War stegnaat ez a, disul en doa roet e zilez Robert Malyn, emstriver evit Kornôg Skos. Dec’h e oa bet embannet gant Alan Melville, un emstriver all, ne oa nemet un doare da saveteiñ ar strollad eo cheñch e renerezh an hini eo. Petra a vez tamallet da David Coburn ? Da c’hoari ar roue bihan e-barzh e strollad, dibabet en deus emstriverien tost outañ pa oa tud varrekoc’h evit bezañ war ar renk en o flas. Hervez ar vrud e vije aet betek mirout dafar kabaliñ gantañ evit nompas o reiñ d’ar c’hevrennoù «rebell», evel hini Alan Melville just a-walc’h. Nec’het eo evit dazont e strollad hag evit emsav a-enep Europa e Skos rak n’eus ket a enebiezh e Holyrood da geñver ar skod-mañ.

Heñvel a-walc’h eo David Coburn ha Nigel Farage. David Coburn en deus respontet e oa c’hwerv Alan Melville hag en em c’houlenn a ra hag-eñ eo gouest bepred da vezañ war ar renk evit UKIP. Ha fuloret-ruz eo en e enep o vezañ embannet e strafuilhoù evit ar strollad un nebeud devezhioù a-raok an dilennadegoù. A-benn diriaou e vo hag ur skeudenn fall a zo gant ar strollad, mankout a ra unaniezh e-barzh, sklaer eo ha n’eo ket marteze. Ne vo ket frealzet David Coburn gant ar sontadegoù a wel SNP trec’h ur wech ouzhpenn. Moarvat e chomo dister pouez UKIP e Skos, da lâret eo kannad ebet, ha disteroc’h c’hoazh ma ‘z eus disrann en diabarzh.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
bdf305427e5fb2c78c90e4092f0fef8e[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[[