Accueil / Degemer / À la Une / Ha mont a rafe al linenn Landerne-Kemper da get ?

Ha mont a rafe al linenn Landerne-Kemper da get ?

TER Quimper

Atav e vez ur stourm ha nʼeo ket evit diorren an hentoù-houarn e Breizh met chom hep koll ar pezh hon eus. Warlene e oa a-drugarez dʼan arcʼhant kaset gant ar rannvro eo bet saveteet al linenn Pempoull-Gwengamp. Bremañ emañ al linenn Kemper-Brest en arvar, abalamour da stad fall al linenn. Nʼeo ket bet graet al labourioù raktreset e 2013 evit dercʼhel e ratre al linenn etre Kemper ha Landerne ha berraat padelezh ar veaj. Hiziv an deiz eo deuet da vezañ gorrekocʼh mont eus Brest da Gemper gant an tren eget gant ar cʼharr-tan (ha gorrekocʼh eget ma vo a-benn nebeut ur veaj etre Pariz ha Roazhon !) ha nʼeo ket diposubl e vefe serret al linenn da vat.

Ar Stad an hini eo ne ro ket he lodenn. Goulenn a ra ar rannvro e vefe rannet an arcʼhantaouiñ, dre ma nʼeo ket kirriek ar rannvroioù eus al linennoù ha dreist-holl dre ma nʼo deus ket budjedoù gouest da acʼhantaouiñ seurt labourioù o-unan. Sed aze ur skouer ouzhpenn a ziskouez pegen truezus eo stad an demokratelezh « lecʼhel » e Frañs : aesocʼh eo arcʼhantaouiñ raktresoù ker-ruz ha ne dalvezont ket da galz tra evit ar muianiver, evel labourioù an LGV etre Roazhon ha Pariz, eget labourioù ret evit dercʼhel e ratre linennoù a-bouez e buhez pemdeziek an dud.

Evit enebiñ ouzh an dizingalded-mañ o deus divizet re yaouank UDB aozañ ur gerzhadeg Landerne Kemper, eus ar 17 a viz Even dʼan 20, evel an hini graet ganto warlene etre An Alre ha Sant-Brieg (muiocʼh a ditouroù). Ma teuont a-benn da zesachañ evezh ar mediaoù e cʼhallfe bezañ saveteet al linenn, rak nʼo defe ket cʼhoant dilennidi ʼzo lezel da grediñ ez eo dilezet Breizh, ur bloaz a-raok an dilennadegoù prezidant…

> Nil CAOUISSIN

Nil CAOUISSIN
Nil Caouissin est porte-parole de l'Union démocratique bretonne.
efc6162cdf152f469edf405e363a859dXXXXXXXXXXX