Accueil / Degemer / À la Une / Redadeg. Gast! a redo ar cʼhilometr 69 e Sucé-sur-Erdre

Redadeg. Gast! a redo ar cʼhilometr 69 e Sucé-sur-Erdre

Gast

Gast ! a redo ur cʼhilometr evit ar Redadeg ha ne vo ket forzh pehini ! An hini 69 zo bet dibabet gant ar stollad gwregelour evel e 2014. Met cheñchamant a vo ar bloaz-mañ : ar cʼhilometr-mañ a dremeno dre Sucé-sur-Erdre. Anavezet-tre eo ar farsadenn gant an anv-se e Bro Naoned met nʼeo ket ret bezañ eus Liger-Atlantel evit kompren ar jeu !

Ar Redadeg zo « brezhoneg ha plijadur » he slogan. Gallout a reomp adlakaat « ha gwirioù ar mercʼhed » a-drugarez da Gast !. Ar strollad-mañ zo bet krouet e miz kerzu 2013 ha stourm a ra gant mercʼhed ha paotred evit muiocʼh a ingalded. Gallout a rit ober un dra bennak evit ar brezhoneg ha gwirioù ar mercʼhed e-pad ar Redadeg : redek gante !

> Arno MAHE

Arno MAHE
Né en 1986 à Nantes, Arno MAHÉ écrit régulièrement pour le peuple Breton papier et en ligne.
520ddef27ea9bb13a5bcea834c0f2c6a::::::::::::::::::::::