Accueil / Degemer / À la Une / 30 vloaz goude Tchernobil

30 vloaz goude Tchernobil

tchernobil
E brezhoneg e oa ar brezegenn gentañ disadorn e Brenniliz.

Ouzhpenn ur million a dud marvet er bed goude Tchernobil (etre 1986 ha 2004 hervez akademiezh ar skiantoù e New York) ha kendercʼhel a ra an nukleel da cʼhoari an Ankou. Perak bezañ gortozet Fukushima evit lavaret e cʼhelle ur vro all bezañ taget gant ar gwallreuz nukleel ? Perak gortoz el lecʼhioù all e vije eus ur gwallreuz adarre ? Displegadennoù gant Kristen Kloatr…

Tud kalonek a stourm war an dachenn cʼhoazh hiziv da sikour an dud – dreist-holl ar vugale a zo bet skoet. Savet ez eus bet ul labourva dizalcʼh, met bresk abalamour nʼeo ket anavezet ez ofisiel : Belrad1.

Bemdez e vez tud dirak sez an ABU e Genève evit diskuliañ an emglev sinet gant AEEA2 a vir outi da labourat en un doare emren war dachenn an nukleel.

Al lobi nukleel a nacʼh ar gwirvoud. Diskouez a ra ivez ne cʼhell ket an dud krouiñ asambles an energiezh o deus cʼhoant bevañ enni ma vez eus an nerzh nukleel.

Nukleel : nerzh a-enep an demokratelezh

Touellet eo bet ar broioù ha dreist-holl Bro Japan, ar vro gentañ he deus gouzañvet an teknologiezh-se. Gant ideologiezh « an atomoù evit ar peocʼh » eo bet lezet ar Japaniz da grediñ e oa an nukleel sivil un diskoulm evit an energiezh. A-benn ar fin ez eus bet ur gwalleur anvet Fukushima.

Ret eo paouez ober gant an energiezh distruj-se a-raok ma vije ur gwallreuz all. Gant bed an nukleel e vez lavaret e labour digant ar Stadoù met ket gant labourerien an nukleel. Gellout a reomp paouez ar reaktorioù nukleel ha paouez ar skinoberiantiz da ober he reuz. Gant se vo ezhomm tud barrek da heuliañ al lecʼhioù kizidig a dost ! Arabat deomp lezel da grediñ e cʼhellfe an nukleel dont da vezañ un eñvorenn fall. Diwallomp ivez diouzh greenwashing al lobi nukleel : tremen eus 75 da 50 % eus perzh an nukleel da broduiñ tredan e Frañs a dalvez lañsañ en-dro ar programm nukleel (re gozh eo ar reaktorioù : ret eo o « cʼhempenn » pe o cheñch gant EPRoù…).

_______________

(1) Institut de radioprotection, aozadur nann gouarnamentel bet krouet e 1990, gant ur skiantour belarus.

(2) Agence Européenne pour lʼEnergie Atomique.

http://www.observatoire-du-nucleaire.org

> La Rédaction

La Rédaction

Le Peuple breton est un magazine d’opinion, mensuel, entièrement bénévole fondé en 1964. Il est tiré à 4000 exemplaires papier par mois.

d01bb879b7a75f4a8da68d7aa584a6b4;;;;;;;;;;