Accueil / Degemer / À la Une / Yes Cymru, krog ivez stourm an dizalcʼhidigezh e Bro-Gembre ?

Yes Cymru, krog ivez stourm an dizalcʼhidigezh e Bro-Gembre ?

Yes Cymru

Disadorn paseet (dʼan 20/02) e oa bet lañset en un doare ofisiel dirak ur cʼhant bennak a dud ul luskad nevez a-benn bountañ mennozh dizalcʼhidigezh Bro-Gembre. Nʼeo stag Yes Cymru ouzh strollad politikel ebet, e bal kentañ eo krouiñ ul luskad pobl. Klask a reont un nerzh a vefe bountet eus an diazez a-drugarez da geodedourien a bep seurt a-benn bodañ an holl re a-du gant an dizalcʼhidigezh, nʼeus forzh o liv politikel. O fal eo deskiñ dʼar Gembreiz mennozh ur vro dizalcʼh o kas da benn obererezhioù desavadurel disheñvel pe en ur c’hervel an dud dʼen em vodañ evit ar stourm-mañ.

Ul luskad sokial eo Yes Cymru, cʼhoant o deus brudañ ha digeriñ an tabut war dizalcʼhidigezh Bro-Gembre dre ar cʼhevredadoù keodedel ha nʼeo ket plasañ ideologiezh an dizalcʼhidigezh e kalon politikerezh strollad ar Vroadelourien pe etrezek skiantourien skol-veur nemetken evel ma vez graet peurvuiañ. Un istor hir a zo etre youl ar gevredigezh hag stourmoù evit ar minorelezhioù kaset da benn peurvuiañ war tachenn ar yezh gant luskadoù evel Cymdeithas yr Iaith evit diorren ar cʼhembraeg, met morse ne ʼz eus bet ur cʼhoulzad gwirion o vountañ evit an dizalcʼhidigezh, emañ Yes Cymru neuze o kas ar stourm-se war-raok evit ar wech kentañ a-drugarez dʼar youl kavet er gevredigezh-se dija.

Ne cʼheller bezañ ezel ofisiel eus al luskad-mañ nemet abaoe penn kentañ ar bloaz, met aozet zo bet gante div vanifestadeg dirak breujoù Bro-Gembre dija, unan un nebeud devezhioù a-raok ar referendom war an dizalcʼhidigezh e Bro-Skos e miz Gwengolo 2014 hag ur vanifestadeg all a-raok an dilennadegoù e Breizh-Veur e Miz Ebrel 2015. An div vanifestadeg-se a oa un doare evit al luskad da ziskouez kengred Kembreiz gant stourm ar Skosiz, hag o cʼhoant evit ma kendalc’hfe an treuzkas galloudoù eus Londrez da Gerdiz. Evit poent eo deuet a-benn al luskad da dizhout e bal en ur bakañ politikerien eus strolladoù politikel disheñvel. Er manifestadegoù e oa bodet ouzhpenn dilennidi eus Plaid Cymru (Broadelour), un nebeud politikerien eus strolladoù all a oa a-du evit dont da brezegenniñ ivez, eus an tu-Kleiz, ar Cʼhreiz hag ar re Cʼhlas.

Kaout ur politikour pe zaou eus pep strollad a zo brav a fed simbol, met chom a ra mennozh an dizalcʼhidigezh kontroll da spered ar strolladoù politikel-se dre vras. Ouzhpenn se eo pouezus menegiñ ez eus kaoz bremañ e vefe paket marteze kement a zileuridi gant ar UKIP, strollad an tu-dehoù pellañ, ha gant ar Vroadelourien evit dilennadegoù Bro-Gembre miz Mae a zeu. Ma chomfe gant an tu dehoù kement a zeputeed ha hiziv an deiz e vefe neuze ouzhpenn 40% eus kannaded Bro-Gembre amgredik war mennozh kendercʼhel da dreuzkas muiocʼh a c’halloud da Vro-Gembre.

Etre 5 % ha 15 % eus Kembreiz a souten an dizalcʼhidigezh, un diazez a-feson a-benn kregiñ gant lañs al luskad sokial-mañ, met pet anezho a votfe dalcʼhmat evit Plaid Cymru en dilennadegoù forzh penaos ? En ur Stad yacʼhocʼh eo bet ar strollad dizalcʼhour hag hervez kont, ne vezont ket kemeret evel un dañjer ken gant ar Sosialisted, strollad muianiver gouarnamant breujoù Kerdiz.

Tu zo en em cʼhoulenn neuze ma sikourfe seurt luskad ar strollad Broadelour da dizhout ouzhpenn 20 % eus ar mouezhioù e Kerdiz evel ma oa gante e 1999 ha 2003. Nʼeo ket ken anat, met normalizañ a rafe al luskad ideologiezh an dizalcʼhidigezh e-touez Kembreiz ha strolladoù politikel all estreget hini Plaid Cymru da nebeutañ.

E Bro-Skos, ne oa ket barregezh an SNP en deus kendrecʼhet 44,7 % eus ar Skosiz da votiñ Ya e referendom miz Gwengolo, met al luskad sokial efedus gant ur gwir raktres demokratel an hini eo. An dud a vez kendrecʼhet kentocʼh gant o mignoned, o familh, o fried hag o rouedad sokial dre vras, kollet fizañs ganto er bolitikerien. Ret eo dʼar gevredigezh neuze bountañ, dedennañ an dud war tabut an dizalcʼhidigezh ha lak da gemm raksoñjoù sokio-ekonomikel negativel a vez kavet war seurt raktres. Pal Yes Cymru a zo neuze digeriñ an tabut a-dreuz ar gevredigezh ha skeul bolitikel ar strolladoù hep ma chomfe seurt tabut bacʼhet e-touez ur vinorelezh.

Mennozh an dizalcʼhidigezh a zo unan difetis a-walcʼh, lecʼh ma vez diaes kinnig ur steuñv sklaer hag ur raktres politikel resis evit an dazont. Diaes neuze a-wechoù terriñ enkrez an dud da souten un dazont displann ha goulenn diouzh an dud sevel a-du gant diasurted ar bloavezhioù war-lercʼh. Tizhout ar gwir dʼur bobl dʼen em zidermenañ a rank bezañ bountet gant fizañs, a-drugarez dʼur youl greñv kaset da-benn gant paotred ha mercʼhed ordinal, nʼeo ket gant politikerien met dre ul luskad pobl e teuer a-benn hiziv-an-deiz da gendrecʼhiñ an tu enep. Etre 2011 ha 2012 e vije kavet tro 30% eus annezidi Bro-Skos o souten an dizalcʼhidigezh, padal e oa ouzhpenn 50% eus ar cʼhadorioù e Gouarnamant Bro-Skos leuniet gant kannaded o tont eus strollad dizalcʼhour an SNP. Kas da benn ur politikerezh evit an dizalcʼhidigezh az a pellocʼh eget programm strollad-mañ-strollad politikel met kentocʼh diskouez fizañs war dazont buhez sokio-ekonomikel ha sevenadurel annezidi un tiriad. Rannet eo strollad ar Sosialisted e Bro-Skos war mennozh an dizalcʼhidigezh, evel ma vez rannet strollad Podemos e Katalonia war ar sujed. Evit tizhout ur cheñchamant gwir war ar mennozh, dʼar gevredigezh ha da veur a strollad politikel reiñ al lusk hag an ton da grouiñ raktres kumun an dizalcʼhidigezh ha nʼeo ket da bolitikerien ur strollad broadelour nemetken dʼen ober.

Gouzout a ra Yes Cymru e kemero moarvat pell amzer a-benn diorren mennozh an dizalcʼhidigezh e-maez ur stourm difetis ha plantañ an tabut er gevredigezh, met gant kaoz eus ur Brexit er mare mañ, nʼeo ket kloz an afer tamm ebet. Arabat da b/Plaid Cymru neuze bezañ e penn a-raok ul luskad evel houmañ met ul labour start e vo da Yes Cymru kendrecʼhin voterien hag izili ar strolladoù politikel all da lakaat ar gaoz war an dizalcʼhidigezh e-kreiz o strollad. Normalizañ ha diskouez dʼan annezidi interest seurt tabutoù chomet kuzh, imbroudiñ an ideologiezh e kalon ar c’hevredad keodedel a zo bet graet a-benn kendrecʼhin politikerien zo e Bro-Skos ha Bro-Gatalonia, da Vro-Gembre bremañ da glask ober ar memes tra.

> Talwyn Baudu

Talwyn Baudu