Accueil / Degemer / À la Une / Ur raktres evit gwareziñ an anvioù-lec’h kembraek

Ur raktres evit gwareziñ an anvioù-lec’h kembraek

image_update_img

Anvet eo Gwarchod, gwareziñ e kembraeg. Pal ar raktres-mañ: dastum an holl anvioù-lec’h e kembraeg a zo er vro: parkeier, stêrioù, lennoù, stankoù, rivinoù, mougevioù hag all. Kement-mañ evit sevel ur gartenn niverel glok eus ar vro e kembraeg evit ar rummadoù a zeu.

Skignet e vo an anvioù-se enlinenn war lec’hienn Levraoueg Vroadel Kembre. Anvioù parkeier gourenez Llŷn e Gwynedd eo ar brioriezh evit poent. Loc’het eo bet ar raktres The Welsh Place-Names Society’s project gant Natural Resources Wales ha sikouret e vint gant Heritage Lottery Fund (HLF) evit sevel ar gartenn niverel. Hervez renerez an HLF, Jennifer Stewart ez eo «an anvioù-lec’h ur perzh eus an identelezh kembreat hag a zo gwriziennet a-gozh».

Kraf an anvioù-lec’h kembraek en deus lakaet war-wel ur gudenn all, ar fed e vefe erlec’hiet an anvioù-se gant anvioù saoz. Goulenn a reer e vefe gwarezet muioc’h an anvioù kembraek dre al lezenn. Sed aze un dra hag a c’hallfe bezañ talvoudus goulenn e Breizh ivez. Ur skouer a zo nevez ‘zo. D’ar 1añ a viz Genver e oa bet kendeuzet div gumun eus Aodoù-an-Arvor: Plémet ha La Ferrière evit krouiñ ur gumun nevez anvet Les Moulins. Plémet a oa un anv istorel eus Breizh…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
727b9412132d93eb20bd88e8e9d16d24hhhhhhhhh