Accueil / Degemer / À la Une / Yennayer ‘zo bet lidet !

Yennayer ‘zo bet lidet !

fest-noz

Pedet e oa mouezh-aotreet an UDB, Nil Caouissin, da lidañ ar bloavezh nevez (Yennayer) gant ar Gabiled e Roazhon. Un nozvezh leun a blijadur e koun Lounès Matoub. Ur varzhoneg skrivet e 1995 gant Fañch Péru, ezel eus an UDB, zo bet distaget gant Nicole Logeais ha Nil Caouissin ivez. Amañ eo kinniget deoc’h ar brezegenn en deus lennet Nil Caouissin evit ar gouel-se.

Azul fellawen
Demat d’an holl

Ho trugarekaat a ran da vezañ pedet ac’hanon da lidañ Yennayer amañ ganeoc’h. E-pad pell em eus bevet e-maez eus Breizh. Gouzout a ouzon pegen talvoudus eo en em gavout a-wechoù gant ar re a zo perzh eus an hevelep sevenadur. Enoret on o tremen ar mare-se en ho touez.

Un dra voutin hon eus d’an nebeutañ : Breizhiz kenkoulz ha Berbered, ur sevenadur pobl hag ur yezh hon eus ha ne fell ket deomp asantiñ koll anezho. Ne gred ket deomp e vefe ret bezañ heñvel evit bezañ kevatal ; ar c’hontrol eo, n’eus kevatalded ebet pa vez rediet ur bobl da zont da vezañ heñvel ouzh an trevadennour evit kaout gwirioù. Atav eo bet Unvaniezh Demokratel Breizh a-du gant ar pobloù minorel o stourm. En Istanbul e oan ma-unan e miz Du, e-kerzh an dilennadegoù evel enseller etrebroadel galvet gant an HDP.

Ganeoc’h ivez hon eus liammoù abaoe pell. Ur chañs eo evidomp kaout ac’hanoc’h e Breizh en hor c’hichen. Diskouez a ra deomp n’omp ket hon-unan ha pegen hollvedel eo ar stourm evit an emrenerezh ha liesseurted ar sevenadurioù. Ur stourm evit an denelezh eo, estreget evit ur bobl bennak.

Pa weler e klask gouarnamant Bro-C’hall lakaat an dud da veskañ an divvroadourien hag ar spontourien eo pouezusoc’h c’hoazh eget da gustum tremen mareoù evel-se ganeoc’h, ha kaout soñj eo ur gaou lavaret e vefe eus ur brezel etre ar sevenadurezhioù, rak e pep bro, e pep pobl, e vez kavet demokratourien ha faskourien, n’eus forzh peseurt levr e implijfent, ar C’horan pe unan all. An estren nemetañ a anavezomp eo an hini a nac’h ouzhimp ar gwir da vezañ disheñvel dioutañ.

Assegwas Amaggas

Tanemirt

 

> La Rédaction

La Rédaction
Le Peuple breton est un magazine d’opinion, mensuel, entièrement bénévole fondé en 1964. Il est tiré à 4000 exemplaires papier par mois.
67d4d5e2761cd88d64c8f54b434940b4====