Accueil / Degemer / À la Une / An niver a bostoù divyezhek embannet gant an Deskadurezh Stad

An niver a bostoù divyezhek embannet gant an Deskadurezh Stad

mobilisation-des-parents-jakez-helias-pour-les-bilingues

Embannet e oa bet dec’h war lec’hienn an Deskadurezh Stad an niver a bostoù hag a vo e Frañs a-bezh evit ar genstrivadeg 2016. Hag ur sapre souezhadenn zo bet evit emstriverien ar CRPE divyezhek (kentañ derez publik): 49 fost a vo er bloaz-mañ ! Div wech muioc’h evit ar bloaz paseet (24 fost). Biskoazh kemend-all ! Ne oa bet morse kement a bostoù evit ar c’hentañ derez divyezhek.

A-drugarez d’ar C’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh (bet aotreet gant an Emglev evit dazont Breizh) ez eus bet digoret kement a bostoù. Ar pal a oa kaout 15% eus an holl bostoù miret evit ar re zivyezhek evit ar genstrivadeg 2016. Hag er bloavezhioù da heul eo bet lakaet da bal tizhout 20%. Rankout a reer lâret eo bet doujet ouzh ar bromesa-mañ, 311 post a zo en holl evit rannvro Breizh, 49 fost a ra un tammig muioc’h evit 15% eus an holl bostoù. Ur c’heloù mat eo hag esper a c’haller magañ ez eo penn-kentañ ul lusk nevez evit krouiñ muioc’h a bostoù ha digeriñ klasoù nevez. Gant ur c’hresk e giz-se e vo ezhomm tud e-leizh evit pourveziñ ar postoù er bloavezhioù a zeu.

N’eo ket ar memes jeu gant Diwan hag ar skolioù prevez. Evit ar c’hentañ derez e vo digoret 7 post evit Diwan ha 10 evit ar skolioù prevez. Ha n’eus nemet 4 fost hag a vo krouet evit an eil derez publik (skolajoù ha liseoù). Post ebet evit Diwan hag an hentad prevez en eil derez. Ha ne vez kontet al Liger-Atlantel. Araokadennoù a zo da gaout c’hoazh !

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
4d4b185c3ec0744a7537eb7181ab3a1cxxxxxxxxxx