Accueil / Degemer / À la Une / Ur vanifestadeg a-enep ar faskourien e Pondi

Ur vanifestadeg a-enep ar faskourien e Pondi

12308791_124676621233331_2677995755623259950_n

A-benn an 19 a viz Kerzu e vo aozet ur vanifestadeg e Pondi a-enep mennozhioù an tu-dehoù pellañ, pe breizhat pe gall e vefe. An deiz war-lerc’h darvoudoù kriz an 13 a viz Du e Pariz e oa bet tud Adsav o vanifestiñ e straedoù Pondi. Feuls e oa bet an abadenn ha tremenidi a oa bet gloazet gante.

Kement-se n’en deus ket plijet tamm ebet da annezidi Pondi hag ur c’henstroll zo bet savet a-enep ar ouennelouriezh hag an estrengasoni. N’int ket chomet da straniñ hag a bep seurt oberoù o deus graet. Dastumet o deus testenioù an dud a zo bet gloazet ha re tud all a oa test eus se. E-mod-se e vo savet un teuliad evit dougen klemm. Soutenet int gant sindikadoù ha kenstrolloù (Droit au logement du Morbihan, PCF, CNT Brest, CGT Pondi, union des commerçants du pays pontivyen,…).

Divizet o deus aozañ ur vanifestadeg d’o zro evit diskuliañ mennozhioù an tu-dehoù pellañ hag o deus saotret o straedoù ha skeudenn pobl Breizh. Gervel a reont neuze an emsav sevenadurel breizhat, ar sindikadoù, ar geodedourien, difennourien gwirioù Mab-Den, ar strolladoù politikel hag all da vanifestiñ e Pondi d’ar Sadorn 19 a viz Kerzu. Ret eo stourm a-enep ar faskourien a glask sachañ ar bobl d’o heul ha profitañ eus an darvoudoù diwezhañ evit skignañ o c’hasoni.

Sonerien ha buhezourien a glask an aozerien evit buheziñ ar vanifestadeg. Kit da welet amañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.
6c987cae89b653bee52b18ff7dd795c61111