Accueil / Degemer / À la Une / Ian Hamilton : istor ur gour-haroz a Skos

Ian Hamilton : istor ur gour-haroz a Skos

stone_destiny

Er mare-mañ e vez kaoz kalzik eus un eil referendom diwar-benn an dizalc’hiezh. An SNP dre vouezh Nicola Sturgeon a embanno sañset e-barzh o manifesto pegoulz e c’hallfe bezañ aozet, marteze e 2021. Dont a rafe kalz buanoc’h evit ar pezh a oa bet disklêriet bloaz ’zo pa oa bet kollet ar referendom. Hag evit ur bern tud e teuio da wir a-dra-sur an dizalc’hiezh, poent pe boent. E-pad ar c’houlzad kabaliñ e veze soutenet listenn ar Ya gant tud vrudet e-giz Sir Sean Connery hag a embann hiziv an deiz c’hoazh n’eo nemet un afer amzer. En o zouez e oa ivez unan ha n’eo ket ken anavezet ha se en tu all da Vor Breizh, ez eo Ian Hamilton an hini eo. Dihunet en doa e bobl o laerezh Maen an Tonkadur, pe Stone of Destiny e saozneg.

1950. Pemp bloaz goude ar brezel e chom c’hoazh ar speredoù merket gantañ. An emsav broadelour e Bro-Skos n’eo ket yac’h. An identelezh skosat a zo en arvar, an dud o deus mezh da vezSkosiz. Er bloavezh-se e vez goulennet ur parlamant en-dro dre ur sinadeg diwar atiz ar Scottish Covenant, ur seurt lobi, hag a rastello daou vilion a sinaduri. Met nac’het eo gant gouarnamant Londrez. Neuze ur stourmer yaouank, Ian Hamilton, a soñj dezhañ eo ret ober un dra all, un dra hag a verko spered an dud, un arouez evit dihuniñ ar bobl ha lakaat anezhe da vezañ lorc’h enne dre ma vezent Skosiz. Laerezh Maen an Tonkadur a raio.

traittrait long
le pbRetrouvez la suite dans l’édition papier du Peuple breton. Cliquez sur l’onglet «j’achète ce numéro » pour acquérir l’édition du PB contenant cet article. Sinon, vous pouvez aussi vous abonner pour ne rien rater !
Je m'abonne 2

J'achete

> La Rédaction

La Rédaction
Le Peuple breton est un magazine d’opinion, mensuel, entièrement bénévole fondé en 1964. Il est tiré à 4000 exemplaires papier par mois.
fac8ebb0c0697acb80d88a843bd69b8c[[